Bremañ - Niv. 406

Bremañ - Niv. 406

Deiz pe zeiz

Skignet eo bet film diwezhañ Jia Zhang-Ke, Shan he gu ren, e dibenn 2015 e Breizh (Au-delà des montagnes e galleg). Sell didruez ur filmaozer sinaat ouzh emdroadur e vro eo. Kinnig a ra un istor karantez etre ur plac’h ha daou baotr, un abeg hollvedel ma’z eus unan, evit pediñ an arvesterien da veizañ pegen diroll eo ar cheñchamantoù e Sina. Tri frantad zo er film: 1999, 2014 ha 2025.

Bloavezh ar spi eo 1999. Diwan a ra ar garantez koulz hag ar frankiz. Dañsal a ra an tudennoù war tonioù broioù ar C’hornôg o c’hortoz plijadurioù ar vuhez.

Bloavezh an disouezhenn eo 2014. Unan eus an daou baotr zo o vervel gant ar c’hrign-bev gwriziennet en e skevent dre forzh bezañ toullet an douar evit tapout glaou. Frailhet eo ar garantez gant hunvreoù an arc’hant gounezet re vuan.

Bloavezh an distro eo 2025. Komz a ra ar grennarded saozneg nemetken. Dre Google Translate e c’hellont divizout gant o zud a oar sinaeg c’hoazh. Divroet war aodoù Aostralia e flour ar Sinaad yaouank un alc’hwez roet dezhañ gant e vamm gwechall.

Emañ ar bed o sellet ouzh Sina gant anken. Skoet eo eskemmdioù ar bed gant kemennadennoù embregerezhioù bras Sina. En em c’houlenn a reer da belec’h eo bet kaset o renerien, aet diwar wel e-pad ur miz. Buan a-walc’h ez eus bet disoñjet n’eo ket Sina un demokratelezh. Evelkent, gouzout a oar priñsoù ruz ar velestradurezh ne c’hello ket o c’heodedourien anduriñ pell goubrenerezh ar re emañ ar galloud ganto. Deiz pe zeiz e c’houlenno Sinaiz ur stad demokratel hag efedus, dellezek d’o sevenadur milvedel.

D’ar c’houlz-se o devo adkavet ar Sinaiz alc’hwez o bro.

A-zehoù d’ar c’hounabr
   Richan al lapoused,
Dreist ar meneier
   Kan ar vugale.

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh hag N'eus netra skianteloc'h!

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù liesseurt kaset da Vremañ.

Ar bed

Bremañ er bed
Korsika, Katalonia, Iwerzhon, Martinik, Kolombia...

Anavezout ar bed
Penaos emañ an traoù en Abc’hazia?

Broioù & pobloù
E fin miz Du e oa bet aozet votadegoù e Turkia.

Breizh

Bremañ e Breizh
Bonedoù roz, aerborzh Kernitron-al-Lann, CMB...

Bevañ e Breizh
Ar bed o kemmañ gant skouer ur maner e Brest.

Bevañ e Breizh
Ar bed o kemmañ gant skouer ur maner e Brest.

Bevañ e brezhoneg
Emgleo Breiz, malizennad DaoDaf’, an arload Stag.

Teuliad

Sina dre ar c’han
Pennad-kaoz gant Yann-Varc’h Thorel.

Broudañ an eskemmoù
Pennad-kaoz gant Yannick Morin.

Pontoù da sevel
Pennad-kaoz gant Pêr Tangi, zo o vevañ e Shanghai.

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Ur roll abadennoù radio a ra anv eus lennegezh.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Film nevez Pascale Breton, Suite armoricaine.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Div bladenn gant sonerien Lunch Noazh.

Sportoù & yec'hed
Dezrevell ur regata etre Pornizh ha Xixón.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Daou rekipe: ar Breizhiflette ha fudge kraoñ-marmouz.

 

Prev Next