Bremañ - Niv. 424

Bremañ - Niv. 424

Kluboù mell-droad Breizh ha brezhoneg

Ne lakaomp ket gwall alies ar gaoz war ar sport e Bremañ met stadet hon eus e kroge tamm-ha-tamm ar brezhoneg da doullañ e hent e kluboù mell-droad brasañ a zo e Breizh. Kanañ kan broadel Breizh e brezhoneg e penn kentañ krogadoù stad Roazhon eo ar skouer brudetañ a zo. Estreget an dra zo a c’hallimp menegiñ koulskoude. Sot eo ur bern Bretonezed ha Bretoned gant ar vell-droad hag hor yezh a rank kaout he flas er bed-se. Skipailh rugbi Gwened a oa bet priziet warlene e prizioù dazont ar brezhoneg evit ar plas zo bet graet d’ar yezh er c’hlub. Neuze peseurt klub eus Breizh a ra ar muiañ evit hor yezh : an Oriant, Gwengamp, Brest, Naoned pe Roazhon ? N’eo ket sur ez aio ar maout gant kluboù kornôg Breizh er c’hoari-se. Emichañs ho po plijadur gant an teuliad dibar-se ! Sur a-walc’h e voc’h souezhet ha dipitet o welet e kasomp e penn kentañ miz Mae niverenn Bremañ 424, Kerzu 2018-Genver 2019. Hor seizh gwellañ a reomp evit ober ul labour a galite, ken evit an danvez, ken evit ar stumm. Emaomp er mare-mañ oc’h aozañ pep tra evit gallout kas deoc’h niverennoù 425 ha 426 a-benn adtapout an dale a zo gant Bremañ. Marteze ho peus c’hoant da gemer perzh ha das gas deomp mennozhioù pe pennadoù… Na chomit ket etre daou neuze, seul niverusoc’h e vimp seul welloc’h e vo !

skipailh Bremañ

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Testeni
Gerig ar skipailh ha "Yann-Fañch Kemener, un den liesdoere" gant Youenn Lange

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù liesseurt bet kaset d’ar gelaouenn.

 

Ar bed

Bremañ er bed
An asturianeg ouzh en em zishualañ.

Anavezout ar bed
Santig Du hag ar c’holera.

Broioù & pobloù
Itron-Varia an dizingalded.

Breizh

Bremañ e Breizh
Ur skornlec’h evel politikerezh sevenadurel, Radio Naoned.

Bevañ e Breizh
Terra absurdita en Oriant.

Bevañ e brezhoneg
E Redon ez eo ganet, e Pariz bet spurmantet, e Redon ez eo distroet....

 

Teuliad : Ar vell-droad e Breizh hag ar brezhoneg

Emañ ar brezhoneg o c’hounit tachenn... ar vell-droad
Peseurt plas a vez roet d’ar brezhoneg er c’hluboù e Breizh.

Stad Roazhon, e penn a-raok identelezh Breizh ?
Brezhoneg da glevet ha da lenn.

E Naoned eo ar suporterien a ro buhez d’ar yezh
Betek an trec’h bepred !

Stad Brestoa’, war ar raok gant ar “Pen Huel” !
N’eo ket Brest heñvel ouzh he amezegezed.

An Oriant, Merluzed stag ouzh o bro
Betek an trec’h bepred !

War-raok Gwengamp !
Kalon vras klub Gwengamp !

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Kassav’ : 40 vloaz a “strobinellusk” !

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Pezh-c’hoari nevez Madarjeu, Kontadennoù Kanterbury.

Levrioù, arzoù, embann
Bistro !, un diskouezadeg dibar e Porzh-Mirdi Douarnenez.

Levrioù, arzoù, embann
Triste Mesure, skeudennoù ha barzhonegoù evit taolenniñ Praha.

Levrioù, arzoù, embann
Traoù da lenn ha da selaou.

Sportoù & yec’hed
Kib ar bed, ar vell-droad merc’hed.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Bara-mel, pastez struzh.

 

Prev Next