Bremañ 2.0 - Enlinenn

Bremañ 2.0 - Enlinenn

Lenn Bremañ 2.0

E-kerzh ar prantad dreistordinal-mañ e c’helloc’h tennañ ho mad eus stumm 2.0 eus ar gelaouenn Bremañ. Bep sizhun adalek hiziv e embannimp pennadoù enlinenn, pennadoù skrivet nevez zo ha pennadoù bet embannet e niverennoù kozh a bep eil, d’ar Meurzh ha d’ar Gwener.

Skignet e vez ar pennadoù dre lec'hienn Issuu ivez : https://issuu.com/skolanemsav

Lennadenn vat deoc’h !

skipailh Bremañ

Pennadoù nevezPennadoù kozh

pdf Bremañ @ - Aet eo Padrig al Lae diwar wel ha diwar glev

...Ha gantañ, un tamm mat eus istor ar c’hleweled e brezhoneg. Aet eo Padrig al Lae d'an Anaon d'an 18 a viz Meurzh 2020, deiz war-lerc'h Gouel Sant Padrig. Abalamour d’ar pore, ne vo ket lidet e obidoù war an ton bras e Sant-Briag, lec’h m’en doa graet e zemeurañs.
Diwar e benn e talc’ho soñj forzhik a dud eus e gomzoù flemmus p'en doa displeget petra e oa pal ar skinwel...
[...]

 

pdf Bremañ @ - Seriennoù TV e Kembre... So worldwide !

Anavezet mat eo er vro bremañ an heuliadoù tele deuet eus ar broioù keltiek. Brudet eo kleweled Kembreiz muioc’h c’hoazh eget o c’heneiled evit bezañ e-touesk ar re gentañ a ginnig produadennoù faltazi, uhel o live seveniñ. Soñjit ’ta da skouer er rummad Pobl y Cwm, bet krouet er bloavezh 1974, ha zo ken kozh hag aozer ar pennad-skrid-mañ… Bev eo c’hoazh koulskoude, ha kenderc’hel a ra da ginnig pemp abadenn nevez bep sizhun a-hed ar bloaz. Bez‘ e vez un ehan div sizhun nemetken e-kerzh an Hañv. Heuliad koshañ ar c’hleweled breizhveuriek a-bezh an hini eo ! [...]

 

pdf Bremañ @ - Aet eo ene Mirdi Breizh d’an Anaon…

D'ar 25 a viz Meurzh 2020, he deus falc'h an Ankoù skoet div wech hor sevenadur. D’an hevelep deiz eo aet Yann-Cheun Veillard ha Donatien Laurent d’an Anaon.
Meur a liamm a oa kenetrezo ha boutin e oa o c’hoant da reiñ ur startijenn renevesaet d'hor sevenadur, boutin a oa ivez an niver bras a obererezhioù o doa kaset da benn vat evit tizhout ar pal-se, [...]

 

pdf Bremañ @ - Politikerezh yezh pe yezh politikel ? Un heuliad tele en albaneg

Daoust d’he sevenadur dreistordinal e kevandir Europa, n’eo ket gwall anavezet Albania. Efed padus ur galloud komunour hollveliour hag en doa klozet ar vro warni hec’h-unan, ha da-heul, bloavezhioù a vrezel er broioù amezek ma vez forzhik a Albaniz o vevañ, zo pennkaoz da gement-se sur-mat. N’eo ket souezhus neuze ma n’eo ket brudet ar sevenadur albanat evit e binvidigezh war dachenn ar c’hleweled. [...]

 

pdf Bremañ @ - En Ifern yen ar brezel gant Sympathie pour le diable

Paul Marchand, kelaouaer brezel, ha dre ar film-se, sevenet gant Guillaume de Fontenay, e istor e-doug ar seziz war Sarajevo etre ar bloavezhioù 1992 ha 1993, er goañv. Sed aze ur brav a film, yen, kriz, kalet, diwar-benn an darvoudoù skrijus-se, hag ur c’helaouaer hep e bar d’ar poent-se, paket e gwask etre e vicher, e heug o welet diseblanted ar gumuniezh etrebroadel e-keñver an dalc’h-se, hag e c’hoant d’ober un dra bennak evit dont war sikour an dud a wele o kouezhañ tro-dro dezhañ, falc’het gant boledoù dall tennerien didruez. [...]

 

pdf Bremañ @ - Naoned e Breizh… ha Jules Verne e brezhoneg !

Kenderc’hel a ra ar stourm politikel evit Bro-Naoned e Breizh daoust da bep tra ha daoust d’ar bloavezhioù a dremen. Kreñvoc’h-kreñvañ e seblant bezañ zoken gant degouezhioù liesseurt evel ar manifestadegoù aozet ingal, ar sinadegoù pe c’hoazh ar berzh a vez gant staliadur panelloùigoù Breizh 5/5 e kêrioù a bep seurt evel Sant-Brieg warlene. [...]

 

pdf Bremañ @ - Politikerezh “Publik Vs Publik” er c’hleweled en elzaseg

D’ur mare zo bet e veze produet muioc’h a abadennoù en elzaseg gant ar chadenn bublik FR3 eget e n’eus forzh pe yezh minorelaet all e Frañs. War ziskar eo aet abaoe ur c’hard kantved, daoust m’eo niverus ar re a gomz elzaseg c’hoazh.
N’eo ket dibaot an darvoudoù m’en em gav emsaverien yezhoù Republik Frañs. Keja­dennoù liesseurt a vez kin­niget ingal d’ar vrezhonegerien evit kom­pren gwelloc’h o amezeien pe e vefent tost pe bell.
[...]

 

pdf Bremañ @ - Ar Bikted, en Europa an Oadvezhioù teñval

Ar Bikted, sed aze ur bobl gelt hag he deus lakaet an istorourien (ha tud all) da zuañ paper diwar o fenn. Brezelerien ferv anezho aet da get pell zo bremañ. Aet da get gwir eo, met evit pe abeg ?
Diazezet e oa ar Bikted e-touez meuriadoù all en hanternoz Enez Vreizh. Ar Romaned n’int morse deuet a-benn d’o sujañ zoken !
[...]

pdf Bremañ niv.421 - Un homme est mort

“Marvet ez eus un den ha n’en doa da arm nemet e zivrec’h digor” (Éluard)
Stourm al labourerien oc’h adsevel Brest distrujet, ar filmaozour René Vautier o lakaat e gamera e servij ar stourm [s.o. Bremañ, niv. 400], e film distrujet dre wallzarvoud ha kollet da viken, levr bannoù-treset Kris ha Davodeau o reiñ ur vuhez nevez dezhañ [s.o. Bremañ, niv. 405], ha bremañ ar film-bevaat gant Olivier Cossu, ambrouget gant leitmotiv gerioù Éluard, sed aze ur skeudenn gaer eus oberennoù oc’h en em vagañ an eil re ar re all a-dreuz an amzer, hag o virout ouzh an ankouazh d’ober e reuz. [...]

 

pdf Bremañ niv.417 - Disleksiezh : kavadenn klaskerien vreizhat

D’ar Merc’her 18 a viz Here e oa bet embannet gant daou fizikourklasker eus skol-veur Roazhon 1, Guy Ropars ha Albert Le Floch, o doa marteze kavet un arbenn d’an disleksiezh (pe milenn). Ur vartezeadenn e chom bepred hervezo, met unan a bouez rak diwarni e c’heller klask doareoù da harpañ ar re zo tizhet gant ar strafuilh-se. [...]

 

pdf Bremañ niv.428 - Nerzh ha berzh Fleuves

Talvoudus-kenañ eo bet ar bloavezh 2019 evit ar strollad Fleuves. Ken bras eo ar berzh a ra o fladenn nevez ma vezont pro gram met e festivalioù a bep seurt, e skingomzoù Breizh ha pelloc’h c’hoazh. N’eo ket mui ur strollad festoù-noz hepken. Kinnig a ra ar strollad Fleuves sonioù nevez hag a blij da dud liesseurt, d’ar re n’anavezont ket ar festoù-noz zoken. [...]

 

pdf Bremañ niv.425 - Pempvet remzi ar pellgomzerioù hezoug

Dibabet ez eus bet teir c’hêr e Breizh evit arnodiñ binvioù pempvet remzi ar pellgomzerioù hezoug (5G) : Roazhon, Naoned ha Lannuon, hep soursial kalz eus soñj an annezidi enno. Roet ez eus bet da c’houzout e 2017, kouls koude, gant 170 a glaskerien eus 37 bro e oa diasur efedoù an deknologiezh- se war ar yec’hed hag an endro. [...]

 

pdf Bremañ niv.418 - Fañch, Derc’hen... En anv hor bro

Krediñ a c’hellfed a-wechoù en deus ar brezhoneg ur statud damofisiel. Anavezet eo ar c’helenn divyezhek brezhoneg-galleg gant an Deskadurezh Stad. Kemmet eo bet ar Vonreizh e 2008 evit menegiñ ar yezhoù “rannvro” en he mellad 75-1. Muioc’h-mui a barrezioù a sin ar garta “Ya d’ar brezhoneg”. Peadra a oa da grediñ memes e vije deuet araokadennoù gant Emmanuel Macron diwar-benn karta europat ar yezhoù, ur promesa harpet gant daou gannad breton a-du gantañ (brezhonegerien anezhe). [...]

 

pdf Bremañ niv.427 - Brizhkeleier: brud fall betek ar mor, brud vat e toull an nor

Pell a-raok donedigezh Twitter e veze beuzet an dud dindan brizhkeleier. E Roma gwezhall e oa enkorfet nerzh ar brud e stumm an doueez Fama, div drompilh dezhi : hini ar brud vat hag hini ar brud fall, hini ar c’hozh kaozioù mar kavit gwell. Gant an eil e oa gouest da lakaat brud unan bennak en arvar, ken prim hag ul luc’hedenn. [...]

 

pdf Bremañ niv.422 - Bommoù buhez Albert Couée

N’eo ket un anv a lenner ingal : hini Albert Couée (1921-1992), genidik eus Kistreberzh. Kelenner war al lizhiri e Bro Pariz hag e Breizh, tomm e oa ouzh sevenadur e vro hag ar brezhoneg, kelennet gantañ zoken. E vab Iwan Couée en deus strobet lizheroù gant e dad, savet etre 1932 ha 1958, pa oa studier dreistholl, ha marevezh kriz en Eil brezel-bed hag embannet anezhe el levr Avoir vingt ans dans les décombres. Pennad-kaoz gant aozer al levr, Iwan Couée. [...]

 

pdf Bremañ niv.418 - Brezelourezed viking : kavadenn henoniel e Sveden

E-touez arbennigourien ar Vikinged e oa un dodenn hag a rae sevel tabut abaoe bloavezhioù : daoust ha merc’hed a vrezel o doa stourmet e-kichen ar baotred ? Daoust ma oa menegoù hag a lakae da soñjal an dra-se e sagaoù pe e rentaoù-kont istorel, ne oa ket bet kadarnaet gant prouennoù diarvarus... Betek miz Gwengolo tremen. [...]

 

Prev Next