Bremañ - Niv. 430

Bremañ - Niv. 430

Heuliadoù tele, ur politikerezh yezh ivez

Ingal e tistro kraf ar c’hleweled e kendivizoù politikel diwar-benn Breizh. Peurvuiañ e vez e penn ar gaoz emzalc’h ar skignerien, da lavaret eo ar chadennoù tele end-eeun. Penaos adaozañ “endro” ar chadennoù tele ? Pe berzh reiñ da bep hini anezho ? Pe blas reiñ d’ar brezhoneg ? Dre ar produiñ faltazi e c’heller ivez lakaat er pleustr un doare politikerezh yezh avat. Gwelet e vo en dastumad pennadoù-mañ, modoù liesseurt da broduiñ heuliadoù. Heverk eo ar patrom produiñ boulc’het gant berzh e Kembre gant Y Gwyll (Serr-noz e ditl brezhonek), gant un heuliad filmet e div yezh, kembraeg ha saozneg, gant ar soñj gwerzhañ ar stirad er bed a-bezh. E lec’h all, evel en Elzas, e tiskouez ar produiñ faltazi bezañ un doare da stourm a-enep dibaboù chadenn lec’hel France 3. E Kosovo e vez produet un asez soap, O’sa mirë, hag a ra berzh e nouspet bro ma ’z eus albanegerien. Ennañ e venn e aozerien diskouez liested an albaneg en holl e arlivioù, hep na vefe an dra-se disterañ skoilh evit sachañ ar muiañ a sellerien ar gwellañ. Un doare da unaniñ Albaniz daoust d’ar bevennoù politikel. Skouerioù all a zeu ivez diwar broioù Skandinavia, gant heuliadoù faltazi eus ar c’hentañ, darn anezho produet en Island, ur vro enni nebeutoc’h a annezidi eget e kêr Naoned, darn all maget gant birvilh ar vuhez politikel lec’hel (Danmark) ha graet berzh er bed-holl en desped da se... Hentoù ha choazoù liesseurt, a c’hellfe magañ awen produerien ha filmaozerien en hor bro ivez, rak e hini ebet eus ar broioù-se e vez disoñjet lakaat o sevenadur a-wel d’an holl, forzh pegen “bihan” e vefent...

skipailh Bremañ

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Testeni
Gerig ar skipailh ha “N’eus netra skianteloc’h !”

 

Ar bed

Bremañ er bed
Gwashoc’h e oa efed ar C’hovid-19 evit an dud teuc’h o c'horf.

Anavezout ar bed
Ar Bikted hag ar pezh a ouzer diwar o fenn...

Broioù & pobloù
Tanioù-gwall spontus a ra o reuz en Aostralia.

Breizh

Bremañ e Breizh
Aet eo ar mirdiour Yann-Cheun Veillard d’an Anaon.

Bremañ e Breizh
Rener kozh TF1 ha saver TV Breizh zo aet d’an Anaon.

Bevañ e Breizh
E Kastell-Briant e komprener pegen mallus eo adunaniñ ar vro.

 

Teuliad : Heuliadoù tele, politikerezh yezh en amzer-vremañ

Heuliadoù tele e Kembre ...So worldwide !
Gwerzhañ a ra Kembreiz o stiradoù en estrenvro.

Politikerezh “Publik Vs Publik” er c’hleweled en elzaseg
Diaesoc’h eo produiñ faltazi en elzaseg bremañ.

Politikerezh yezh pe yezh politikel ? Un heuliad tele en albaneg
Ur soap produet e Kosovo, O’sa mirë, a ra berzh bras.

Kan ha diougan broadel Borgen, diskan etrebroadel ur stirad
Gouzout hiroc’h diwar-benn ar stirad danat Borgen.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Sonerezh, sinema, c'hoarioù
Ar film Sympathie pour le diable.

Levrioù, arzoù, embann
Ur bladenn ha levrioù evit ar vugale.

Boued
Daou rekipe fresk ha saourus gant draeneg.

 

Prev Next