Bremañ - Niv. 431

Bremañ - Niv. 431

Enkadenn coronavirus 2019, efedoù warnomp ha war hor yezh

Ur maread strafuilhus-meurbet emañ ar braz eus an dud war an Douar o vevañ abaoe meur a viz. E niv. 424 Bremañ e oa bet embannet ur pennad war ar c’hleñved-red gant ur sell istorel. Hiziv emaomp holl o vevañ un astenn d’an darvoudoù-hont, kaset gant red (tousmac’hus) ar viruz. Penaos o deus gellet ar re a bled bemdez gant ar brezhoneg klasket talañ ouzh an enkadenn badaouus-se diouzh ar gwellañ ? Sed ar soñj zo deuet deomp evit magañ teuliad an niverenn-mañ. Pevar zesteni a gavot gant tud a zo e penn aozadurioù brezhonek, war ar c’helenn (Kentañ derez Diwan, Skol an Emsav), an embann (Ti-Embann ar Skolioù) hag ar c’hleweled (France 3 Breizh). Re all a c’hello bezañ ouzhpennet en niverennoù da zont, evel-just.
Ar pezh en deus marteze lakaet splannoc’h c’hoazh an enkadenn yec’hed eo breskter hor yezh. E red ar freuz e soñj an dud er pep retañ da gentañ. Daoust hag emañ ar brezhoneg e-touez perzhioù pennañ buhez ar braz eus ar Vretoned ? Nebeutoc’h a abadennoù da sellet pe da glevet digant mediaoù zo, diaesoc’h ha luzietoc’h al labour kelenn, an diouer a vinvioù teknologel uhel evit talañ ouzh an “digenvez yezhel”... Ezhommoù zo deuet da vezañ krisoc’h moarvat. Diskoulmoù efedusoc’h a zeuio diwar-se marteze.

skipailh Bremañ

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Testeni
Gerig ar skipailh ha “N’eus netra skianteloc’h !”

 

Ar bed

Anavezout ar bed
Istor aloubadeg hor bed gant ar c’hirri-tan.

Broioù & pobloù
Stadoù San Marino ha Sark, pell ha tost war un dro...

Breizh

Bevañ e Breizh
Hag anaout a rit ar Vreizhadez Odette du Puigaudeau ?

Bevañ e Breizh
Kinnig ar greizenn LGDT Iskis, e Roazhon, gant un ezel anezhi.

Bremañ e Breizh
Kavadennoù arkeologel a bouez zo bet e Tremuzon.

Bevañ e brezhoneg
Divyezhegezh : ar brezhoneg kevezet gant ar saozneg.

Bevañ e brezhoneg
Afer bras zo da gaout ostilhoù niverel “brezhonek.”

 

Teuliad : Covid-19 : mouchet an dud ...hag hor yezh

Covid-19... e kentañ derez Diwan
Pennad-kaoz gant Phil Le Lay, kenurzhier servijoù pedagogel.

Covid-19... e Skol an Emsav
Rener Skol an Emsav a gont penaos eo tremenet an traoù.

Covid-19...e Ti-Embann ar Skolioù
Pennad-kaoz gant Delphine Le Bras, renerez an embann.

Covid-19... e France 3 Breizh
Ur sell war ar mod m’eo tremenet an traoù eno.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Re nebeut a skridoù gant Jules Verne troet en hor yezh.

Levrioù, arzoù, embann
Labour aozañ Koktel ar Vuhez kinniget gant Jil Penneg.

Levrioù, arzoù, embann
Pennadoù barn levrioù bet kaset da skipailh Bremañ.

Boued
Peadra da alejiñ “fish and chips” er gêr.

 

Prev Next