Bremañ - Niv. 360

Bremañ - Niv. 360

Dizalc'h

Klevet a reer se e pep lec'h: war vuanaat ez a an Istor. Diaesoc'h-diaesañ e teu da vezañ rakwelet penaos e troio an traoù e rannved-mañ-rannved.

Ugent vloaz zo ec'h adkave o frankiz an teir bro balt, daoust ma oa bet reuz ha freuz enno a-hed an ugentvet kant­ved ha ma oant bet dalc'het gant dreistgalloud an URSS. Penn o doa gouezet derc'hel ouzh ar rusianekaat.

Er miz-mañ eta hon eus soñjet e oa talvoudus teurel ur sell ouzh an teir bro vihan-se. O Istor da gentañ evel-just met ivez petra int deuet da vezañ, peseurt diaesterioù o deus kavet war o hent. Goude un nebeud bloavezhioù berzh ez eo aet an tigr da digrig du-hont ivez, e-keñver ekonomiezh.

Enskrivet eo Istor an teir bro-se, an teir Stad-se, en ul lusk bedel. Derc'hel a ra an niver a Stadoù er bed da greskiñ a vloaz da vloaz daoust da fin ar Stadoù bezañ bet diouganet gant lod. En Europa, paneveken e c'hallfe Stadoù nevez dont war wel en degadoù a zeu: Bro-Skos, Flandrez, Katalonia, Euskadi?...

Pell-pell diouzh hon frederioù a Vreizhiz e c'hall seblantout an traoù-se. Hep komz eus emrenerezh politikel, peseurt emrenerezh meizañ hag ijinañ ar bed a chom ganeomp amañ e Breizh? An emsav e-unan a ra ur yezh "rannvroel" eus ar brezhoneg... Rann­vroel eo dazont hor yezh eta. Ur bed all.

Prev Next