Bremañ - Niv. 359

Bremañ - Niv. 359

Yezh ha Bro

Aet eo Pêr Denez diganeomp e-kreiz an hañv. Fellet ez eus deomp en niverenn-mañ kinnig testenioù tud zo bet o labourat gantañ e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù. Testenioù hag a ziskouez pegen liesseurt eo bet obererezh ar stourmer war nouspet tachenn. Ur pennmennozh a sturie an holl labourioù hag oberoù-se avat: lakaat bleuniañ yezh ar vro. Yezh ha Bro eo titl an torkad studiadennoù bet adembannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1998, just a-walc'h. Talvoudus-bras eo lenn pe adlenn al levr-se. Er pennad kentañ, Evit ar wirionez, e c'heller lenn kement-mañ: "N'eus mui en hon emsav, a venozioù: sekredoù keginerezh ha troioù abostolerezh hepken. N'eus mui a stourmerien: sigoterien hepken. Abaoe rummadoù eo deut da arz broadel, e Breizh, ar c'hoari finoc'h-finañ. Lakaat pobl Vreizh da vezañ a-du gant ar vroadelerien hep gouzout dezhi, lakaat gouarnamant Bro-C'hall d'ober kemmoù dispac'hel (evel kelenn ar brezhoneg) hep merzout dezhañ. Ha divorc'hed ez eer d'en em goll en hentoù kamm-digamm ar c'horvigellerezh". Daoust hag er bloavezhioù '80 pe '90 e oa bet skrivet al linennoù-se? Ket. E 1949, e niverenn 16 Al Liamm e oant bet embannet… Peadra da brederiañ e 2011 c'hoazh. Evit ar Vretoned na zougont ket kañv d'o yezh hag a fell dezho bevañ "ur vuhez mennet ha n'eo ket gouzañvet" en deus labouret dizehan Pêr Denez. Ar preder-se a ro e vent hollvedel d'e stourm hag abalamour da se moarvat en doa kement a vignoned er bed a-bezh. Ma laboure evit ar brezhoneg e oa bepred o soñjal er Vretoned. Evit ma c'hallfent bevañ en o frankiz ha bezañ tud en o sav.

Prev