Pellgelennerezh - Emzeskiñ

Deskiñ
Pellgelennerezh - Emzeskiñ

formation eligible au cpf22

Evit piv ?

Digor eo ar c'hentelioù-mañ d'an holl re o deus c'hoant da vont war-raok gant ar brezhoneg ha na c’hallont ket heuliañ kentelioù-noz.

Pal ar c'hentelioù emzeskiñ

Ar stummadur-mañ ho sikouro da gaout fiziañs ennoc'h ha da labourat war ar poentoù yezh a vefe diaes deoc'h !

Petra eo ?

Gant skoazell ur c’helenner e kinnigomp deoc’h kenderc’hel gant ar brezhoneg :

  • 4 live zo kinniget : A1 (Deraouad), A2 (etre ), B1 (emren), B2 (barrek).
  • 4 emgav ar miz dre bellgomz pe enlinenn dre Skype evit gwellaat ar c’hompren ha pleustriñ dre gomz dreist-holl.
  • 1 teuliad nevez bep miz : displegadur ur poent yezh, poelladennoù, testennoù, enrolladennoù…(tro-dro da deir eurvezh a rank bezañ kaset bep sizhun war an teuliad).

Er formulenn e kaver ur sizhunvezh staj 35 eurvezh a c'hellot ober e fin ar bloavezh skol a-benn mont war-raok buanoc'h (gant un distaol dreistordinal war ar staj dre soubidigezh).

E fin ar bloavezh e c'hellot tremen an diplom barregezh war ar yezh (DBY).

Ar prizioù

E-barzh ar priz-se e kaver : ur bloavezh emzeskiñ, ur sizhunvezh staj (35e) hag ur c'houmanant d'ar gelaouenn Bremañ.

  • 900€ evit an embregerezhioù (DIF)
  • 500€ evit an dud gopret + 15 €  emezeladur
  • 420€ evit ar studierien pe an dud dilabour + 15 € emezeladur
  • Ne vo ket restaolet an arc’hant ur wezh kroget gant ar bloavezh-skol.
    Gellet a reer paeiañ e meur a wezh e-doug 10 miz  (10 X 51,5 euro pe 10 x 43,5 euro). (Pellgargit amañ ar follenn aotre-lamadenn).

 

 

Prev Next
Tagged under