Priziañ e live

Priziañ e live

Emvarrekaat war ar yezh ha mestroniañ anezhi

Sed aze dindan ur brassell war ar barregezhioù a c’heller tapout a-hed ar c’hentelioù pa vez heuliet ur c’hursus 1 eurvezh hanter bep sizhun (kentelioù deiz pe noz).

Anat eo e c’heller mont pell buanoc’h oc'h heuliañ stajoù hir (35 eurvezh pe 6 mizvezh).

Live A1 -  Bloavezh kentañ

Gellout a ran :

  • skrivañ ur gartenn-bost eeun, klokaat ur c'houlennaoueg simpl.
  • kompren titouroù simpl, gerioù boas ha troiennoù pemdeziek.
  • mont e darempred en ur mod eeun.
  • sevel goulennoù war danvezioù boas ha respont dezho.
  • implij troiennoù ha frazennoù simpl evit deskrivañ ma lec’h annez hag an dud a anavezan.

Live A2 - kentañ hag eil bloavezh kentelioù

Gellout a ran :

  • skrivañ ha kompren kemennadennoù berr ha simpl, skrivañ ul lizher hiniennel eeun-tre, da skouer trugarekadennoù.
  • lenn skridoù berr ha simpl.
  • kavout un titour resis anat e-touez dielloù boutin evel bruderezhioù bihan, plegoù-dibleg, meuzioù hag eurioù.
  • kompren lizhiri hiniennel berr ha simpl.
  • kompren an troiennoù hag ar c'heriaoueg implijet alies diwar-benn ar familh, ar prenadennoù, al labour hag an endro tost.
  • eskemm pa vez graet labourioù boas ha simpl na c’houlennont nemet keleier simpl ha liammet war-eeun gant temoù pe obererezhioù boas.

Live A2 / B1 -  3de ha 4re bloavezh kentelioù

Gellout a ran :

  • skrivañ un destenn simpl ha kempoell diwar-benn temoù boutin pe dedennus evidon, lizhiri hiniennel evit deskrivañ e santimantoù.
  • kompren pa vez deskrivet darvoudoù, ezteurel santimantoù ha c’hoantoù e lizhiri hiniennel.
  • kompren an darn vrasañ eus an abadennoù skingomz pe skinwel diwar-benn temoù a gavan dedennus.
  • bezañ gouest da respont da gement tra a c’hoarvezfe ganin e-doug ur veaj en ur vro ma vez komzet ar yezh enni.
  • kemer perzh en ur gaozeadenn hep bezañ prientet anezhi diwar-benn n’eus forzh peseurt danvez boutin pe a gavan dedennus pe a denn d'ar vuhez pemdez

E berr gomzoù, reiñ da c’houzout ma soñj, displegadennoù ha raktresoù.

Kontañ un istor pe senario ul levr pe ur film.

Live B2 - 5vet bloavezh kentelioù

Gallout a ran :

  • skrivañ testennoù sklaer leun a vunudoù diwar-benn danvezioù a gavan dedennus.
  • skrivañ ur skrid-arnod pe un danevell a dreuzkas ur c’heloù pe a zispleg an abegoù a-du pe a-enep ur soñj bennak
  • skrivañ lizhiri a laka war-wel ar ster a roan-me d’an darvoudoù.
  • lenn pennadoù pe danevelloù diwar-benn traoù a-vremañ a gaver enno un emzalc’h pe ur savboent bennak gant ar skrivagner.
  • kompren prezegennoù hir a-walc’h.
  • kompren an darn vrasañ eus ar filmoù skignet er yezh standart.
  • komz aes ha flour ha bezañ komprenet gant ur brezhoneger a-vihanik.
  • ezteurel ma soñjoù en ur mod fraezh ha sklaer diwar-benn un toullad temoù e liamm gant ar pezh a gavan dedennus.
Prev