Stajoù

Ur c'helenn prim graet evit an dud deuet
-
Stajoù stummadur dibaouez evit deskiñ fonnusoc'h, evel-just, met en un doare plijus hag aes d'an oadourien.
-
Pep strollad (12 den d’ar muiañ) a vo graet war e dro gant daou gelenner. An hentenn « Brezhoneg Oulpan » a vo implijet e-pad ar staj, evit lakaat an deskerien da gomz ar muiañ ar gwellañ.
Un hentenn vev ha leun a startijenn enni
- Stajoù stummadur dibaouez evit komz hep stroñs adalek an eurvezhioù kentañ.
Evit bezañ muioc'h en e aez gant ar yezh
- Stajoù stummadur dibaouez diazezet war 35 eurvezh a gentelioù er sizhun, dre strolladoù bihan gant daou stummer.
- Digor eo ar sizhunvezhioù stummadur dibaouez-se evit tud deuet (stuñv stummañ) d’an holl (hiniennel pe micherel) ha gellout a reont bezañ kemeret e karg gant o embregerezh.
- Kinnig a reomp deoc'h un test live da dermeniñ ho strollad ha roll labour ar stummadur.
- Roll ar staj a vo roet deoc'h dre bostel pe dre lizher kerkent ha goulennet.
- E-kerzh ar sizhun e tesk ar stajidi diazezoù ar yezh a-drugarez d’un hentenn vodern ha plijus, krouet a-ratozh kaer evit kelenn d’an oadourien.
brezhonegWeek-end brav
e Sant-MaloùStaj
e Sant-ErvlanStaj e RoazhonStaj war ar brezhoneg
dre soubidigezh
Dibenn sizhun e Sant-Maloù (22-23 a viz C'hwevrer) - p.1
Naoned e brezhoneg (Miz Gouere) - p.2
Staj e Roazhon (Miz Gouere) - p.3
Kernaskledenn (Miz Gouere) - p.4
Dibenn sizhun e brezhoneg e Sant-Maloù
Skol an Emsav a kinnig deoc'h ur staj e brezhoneg d'ar Sadorn 22 ha d'ar Sul 23 a viz C'hwevrer e Sant-Maloù .
Daoù zevezh staj ( adelek Sadorn mintin betek Sul enderv )
Kentelioù + bod&boued
- 95€ priz leun
- 80€ priz digresket (Tud dilabour ha studierien)
- 70€ evit ar re enskrivet e stummadurioù hir
Digor eo d'an holl ar staj
Evit liveoù deraouad ha barrek e vo kentelioù hag abadennoù evit an holl !
Priz digresket : klaskerien labour, studierien, liseidi, korvoderioù sokial izek, +60 vloaz
Naoned e brezhoneg (Staj kenaozet gant Kentelioù an Noz)
Miz Gouere 2020
Dre soubigezh (Digor d'an holl)
Ur sizhunvezh staj dudius, plijus ha pleustrek en ur greizenn gouestlet d’ar brezhoneg penn da benn e Bro Naoned. Ur staj bod ha boued eo ivez evit ar re o defe c’hoant da brofitañ eus kement prantad ar sizhun (predoù, beilhadegoù…).
Kentelioù a vo war an deiz ha meur a live a vo kinniget. Pep hini a c’hallo mont war-raok, diouzh e lusk ha diouzh e live. Pourmenadennoù ha gweladennoù a vo e Naoned hag en trowardroioù evit gellet klevet hag ober gant ar brezhoneg e-maez eus ar c’hentelioù. N’eus netra gwelloc’h evit gellet mont war-raok !
Formulenn | Enskrivadur a-raok an 30/04 15% digresk |
Enskrivadur a-raok an 31/05 10% digresk |
Enskrivadur goude an 31/05 |
Priz leun bod&&boued |
272€ |
288€ |
320€ |
Priz leun hep bod&boued |
213€ |
225€ |
250€ |
Priz digresket bod&boued |
213€ |
225€ |
250€ |
Priz digresket hep bod&boued |
170€ |
180€ |
200€ |
CPF |
600€ |
600€ |
600€ |
Skoazell |
220€ |
220€ |
220€ |
Priz digresket : klaskerien labour, studierien, liseidi, korvoderioù sokial izek, (Gant un testeni dre ret)
Staj war ar brezhoneg e Roazhon
Miz Gouere 2020
Staliet eo Skol an Emsav e Raozhon hag en he c’hreizenn nevez e vo dalc’het ur sizhunvezh staj etre ar 15 hag an 19 a viz Gouere. Digor eo ar staj d’an holl, deraouidi ha tdu o defe heuliet kentelioù sizhuniek pe stajoù all.
Ma soñj deoc’h ne rit ket trawalc’h gant ar brezhoneg dre gomz, ma soñj deoc’h e vefe mat adwelet ar yezhadur pe an distagdur ha dreist-holl ma faot deoc’h diazezañ an holl draoù ho peus studiet ha mont pelloc’h ganti , ho peus kavet ar formulennoù a zegaso deoc’h prantadoù plijus ha talvoudus war un dro …gant ar brezhoneg !
Formulenn | Enskrivadur a-raok an 30/04 15% digresk |
Enskrivadur a-raok an 31/05 10% digresk |
Enskrivadur goude an 31/05 |
Priz leun hep bod&boued |
187€ |
198€ |
220€ |
Priz digresket hep bod&boued |
140€ |
149€ |
165€ |
CPF |
500€ |
500€ |
500€ |
Priz digresket : klaskerien labour, studierien, liseidi, (Gant un testeni dre ret)
Staj brezhoneg dre soubidigezh, bod ha boued e Kernaskledenn
Miz Gouere 2020
Ur staj Bod ha Boued, digor d’an holl
Evel bep bloaz, abaoe 2011, e vo ar staj e brezhoneg penn da benn, digor d’an holl re a faot dezhe mont war-raok gant ar yezh, gwelet poentoù yezh nevez, geriaoueg…ha dreist-holl kaozeal, ober traoù e brezhoneg ha kaout plijadur !
Brezhoneg, brezhoneg !
Ar c’hentelioù, ar pourmenadennoù, ar gweladennoù, ar predoù, ar filajoù, pep prantad a vo e brezhoneg hag e brezhoneg nemetken !
Un en-dro a-feson evit labourat war ar c’hompren hag evit komz !
Gellout eskemm, labourat war al liveoù yezh, kaout plijadur dre ar brezhoneg (e-pad ar c’hentelioù, ar mareoù evit lakaat ar poentoù studiet e pleustr, ar gweladennoù…) a vo war roll-labour ho sizhunvezh staj.
Ur staj a-feson evit ar re o deus bet ar yalc’had « Skoazell » !
Formulenn | Enskrivadur a-raok an 30/04 15% digreskd |
Enskrivadur a-raok an 31/05 10% digresk |
Enskrivadur goude an 31/05 |
Priz leun bod&boued |
298€ |
315€ |
350€ |
Priz digresket bod&boued |
213€ |
225€ |
250€ |
CPF |
600€ |
600€ |
600€ |
Skoazell |
220€ |
220€ |
220€ |
Priz digresket : klaskerien labour, studierien, liseidi, korvoderioù sokial izek, (Gant un testeni dre ret)
Priz digresket : klaskerien labour, studierien, liseidi, korvoderioù sokial izek, (Gant un testeni dre ret)
POUEZUS : dalc'het e vez ar stajoù 35e pa vez 3 den da nebeutañ en ur strollad. Ma n'eus ket eus an 3 den-se e vo nullet ar staj ha kelaouet e vo an dud ragenskrivet dre bellgomz ha dre lizher 10 devezh a-raok deiziad penn-kentañ ar staj (d.s. d'ar Wener 2 a viz Gwengolo a-benn al Lun 12). Abalamour da se e ranker doujañ ouzh an deiziad meneget evit an enskrivañ. Ne dalvez ket ar meneg-se evit ar stajoù a vez kenstaget ouzh ar stummadurioù 6 miz. Trugarez da vont e darempred ganeomp m'ho peus c'hoant da gaout muioc'h a ditouroù.
Titouroù: 02 99 38 75 83 pe dre bostel degemer@skolanemsav.bzh