Stummadur 3 miz 'mont pelloc'h ganti'

Stummadur 3 miz 'mont pelloc'h ganti'

formation eligible au cpf22

Publik ar stummadur

Brezhonegerien hag a faot dezhe mont war-raok gant ar brezhoneg ha ledanaat o anaoudegezhioù. Dre ar stummadur-mañ e c’hello pep danvez-stajiad pinvidikaat e varregezhioù kentañ, ar pezh e sikouro da gavout pe da adkavout ul labour, da cheñch micher pe c’hoazh da dizhout ul live yezh uheloc’h ha lakaat e bost-labour da emdreiñ.

Ar stummadur-mañ a c’hall bezañ gwelet evel un heuliad d’ar stummadur war 6 miz evit an dud o do da implijout ar brezhoneg war ar pemdez.

Barregezhioù rekis

  • Live B1 pe live 3 an DBY (diplom barregezh war ar yezh)
  • Live yezh pep stajiad a vo priziet da vare an enskrivadurioù.

Palioù ha roll-labour ar stummadur

  • Lakaat ar stajidi da implijout en un doare aes hag emdarzhek ar brezhoneg.
  • Gwellaat barregezhioù kehentiñ an deskidi.

Mont en-dro ar stummadur

  • 35 eurvezh bep sizhun eus al Lun d’ar Gwener - 420 eurvezh
  • 70 eurvezh a vo gouestlet da gas ur raktres pedagogel da benn - Diouzh ezhommoù pep stajiad e vo azasaet ar raktres-mañ.
  • prezegennoù diwar sevenadur hag istor ar vro, istor ar yezh, ar brezhoneg e bed al labour…

Priziañ live ar stajidi e fin o stummadur

  • Goulennet e vo gant kement stajiad en do bet heuliet ar stummadur lakaat e anv e arnodenn an DBY evit gellet gwiriañ e live yezh.
  • Ur bilañs a-stroll hag hiniennel a vo graet e dibenn ar stummadur.
Next