Kwiz e brezhoneg

Kwiz e brezhoneg

D'ar Sadorn 31 a viz Meurzh da 2e30 e "le 4Bis" :

Digor d'an holl hag evit an holl liveoù (goulennoù zo ivez evit ar vugale). Deuit da c'hoari gant ho familh hag ho mignoned. Ur c'hoari gant goulennoù war 6 tem disheñvel : Istor-douaroniezh – Skiantoù ha natur – Sevenadur –Sport ha dudioù- Brezhoneg. E brezhoneg e vo savet ar goulennoù met troet e vint e galleg ouzh ur skramm bras. Pal ar c'hwiz zo bodañ tud a bep seurt tro dro d'ar brezhoneg evit ur prantad buhezek ha plijus. Pep hini a gavo e blas! Ar studierien koulz hag an dud zo o paouez kregiñ gant ar yezh met ivez an tadoù hag ar mammoù deuet da gemer perzh er c'hwiz gant o bugale.
N'eo ket al live brezhoneg a vo priziet amañ met kentoc'h gouiziegezh ar skipailhoù war dodennoù a bep seurt. Ar gaoz gant al luskerien a vo e brezhoneg.

Prev Next