Emvod kelaouiñ kentelioù brezhoneg - Roazhon

Emvod kelaouiñ kentelioù brezhoneg - Roazhon
 

Un emvod kelaouiñ a vo dalc'het gant Skol an Emsav d'ar Meurzh 19 a viz Mezheven 2018 da 7e00 evit an dud a fell dezho heuliañ kentelioù sizhuniek. Gallout a reoc'h lakaat hoc'h anv e kentelioù 2018-2019.

Displegañ a raio skipailh Skol an Emsav an abadennoù nevez a vo ha doareoù deskiñ nevez ar bloaz. Tro ho po da gejañ ouzh skipailh Skol an Emsav ivez.

Prev Next