Lenn a-stroll

Lenn a-stroll
 

« Boudoù meur a wech milvedel, o vevañ hag o kantren war hon tamm douar. Un dra voutin etreze : o freizhoù, Mab ha Merc’h-den, c’hwi koulz ha ni.
Pa vo kavet ur c’horf-marv goude ur sonadeg punk e Gwengamp e ranko an enseller Simon hag e gabiten tapout hentoù skoemp, tort hag arvarus evit klask tizhout ar wirionez.
Ha ma vefe ar wirionez-se pell mat eus an hini a vezer kustum da glevout ha da gavout en istorioù a denn d’ar Mad ha d’an Droug ? »

D'al Lun 03 a viz Even e vimp bodet en dro d'al levr « Ouzh skleur an noz " skrivet gant Jerom Olivry.
Emgav a roomp deoc'h da 8e30 g.k e Skol an Emsav dirak ar skrivagner. 

Prev Next