Gouel fin ar bloaz Skol an Emsav

Gouel fin ar bloaz Skol an Emsav
 
Setu fin ar bloavezh skol en hor savadur nevez o tostaat. Evit lidañ se hag evit ho trugarekaat da vezañ kemeret perzh en ur mod pe un all e obererezhioù Skol an Emsav hon eus ar blijadur ouzh ho pediñ da ouel dibenn bloaz Skol an Emsav a vo dalc’het d’an 28 a viz Even 2019.
  
Digor kalon , pezhig c’hoari ha kanaouennoù , sonerezh , tavarn digor d’an holl… a vo evit brasañ plijadur an holl !
  
Un digarez ouzhpenn eo evit en em gavout asambles gant ar skipailh-pad, izili ar burev, ar skolidi, ar stajidi hag an holl izili all...
 
Evit aesaat aozadur an nozvezh ha prientiñ pep tra a zoare e c'houlennomp diganeomp lakaat hoc'h anv en a-raok !
 
Trugarez deoc'h ! 

degemer@skolanemsav.bzh

02 99 38 75 83

degemer@skolanemsav.bzh

02 99 38 75 83 

Prev Next