Emvod Meur Skol an Emsav

Emvod Meur Skol an Emsav

D’an 19 a viz Kerzu 2019 etre 7e hag 8e30 e vo dalc’het Emvod-Meur Skol an Emsav. Evel bep bloaz en Emvod-Meur e vo kinniget deoc’h danevell obererezh 2018-2019 hag ivez disoc’h kontoù ar gevredigezh. Dilennadegoù ar c’huzul-merañ zo ivez war roll-labour an emvod.

Met da goulz un Emvod-Meur e c’hallit ivez, dre ho pezañs, diskouez eo a-bouez obererezhioù ar gevredigezh deoc’h. Gellout a rit mont pelloc’h ganti ha soñjal lakaat hoc’h anv er c’huzul merañ evit rannañ ho mennozhioù ha kemer perzh en dibaboù.

Divyezheg e vo an Emvod Meur : lodennoù zo a vo dalc’het e galleg, lodennoù all e brezhoneg. Pep hini a c’hello dibab e/he yezh evit sevel goulennoù.Kontañ a reomp war ho pezañs hag ho youl eta evit reiñ tro da Skol an Emsav da genderc’hel gant he obererezhioù ha da ziorren reoù nevez.

Da heul ar prantad bilañs ha prederiañ e kouviomp ac’hanoc’h d’ur prantad kaozeal tro dro d’ur banne evit lidañ Nedeleg ha fin ar bloavezh 2019.

Prev Next