Lenn a-stroll

Lenn a-stroll
"An nav danevell a ya d’ober an dastumad-mañ a zo bet urzhiet hervez red an amzer, eus an XVIIIvet kantved betek an amzer da zont, bloavezh 2027 evit an danevell ziwezhañ : Pont an Diaoul.
Ur bed faltaziet eo a vez livet deomp met gwriziennet don er gwirvoud ivez abalamour d’an darvoudoù gwirion a zo anv anezho e lod eus an danevelloù, abalamour d’an deskrivañ resis, pizh a ra Fulup Lannuzel eus takadoù zo, eus kêr Vrest hag he savadurioù hag ivez ar maezioù, an natur tro-war-dro deomp.
"
 
D'al Lun 03 a viz C'hwevrer e vimp bodet en dro d'al levr "Koroll an dasorc'h" skrivet gant Fulup Lannuzel.
 
Emgav a roomp deoc'h da 8e30 g.k e Skol an Emsav dirak ar skrivagner.
Prev Next