Mizvezh ar Brezhoneg

Mizvezh ar Brezhoneg
 

An abadennoù kinniget gant Skol an Emsav :

  • D’al Lun 02 a viz Meurzh da 8e30 g.k 

Lenn a-stroll

Skol an Emsav – 8 trolec’h Sant-Albin, 35000 Roazhon

En em vodañ a ra brezhonegerien evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.

"Nenn Jani eo diwezhañ oberenn lennegel Roparz Hemon. Ur gwir romant, ur romant realour ha poblek, gant tudennoù niverus ha darvoudoù liesseurt. Tremen a ra an darvoudoù e deroù an XXvet kantved, a-raok ar brezel bed kentañ e Brest. Kêr-Vrest an hini eo a zo tudenn bennañ ar romant. Plijadur ho po o kantren e ruioù ar gêr vras da heul Nenn Jani ha Malvina, maouezed kadarn, ha tudennoù all, skouerioù eus holl renkadoù ar gevredigezh.

Ur renabl eus an holl anvioù-lec’h meneget er romant a gavot e kartennoù kêr a zo bet savet a-ratozh evit an embannadenn-mañ." ( https://www.brezhoneg.org/br/livres/nann-jani ).

D'al Lun 02 a viz Meurzh e vimp bodet en dro d'al levr "Nenn Jani" skrivet gant Roparz Hemon.

 

  • Bep Meurzh etre 6e30 ha 7e30 g.k

Yoga e brezhoneg

Skol an Emsav – 8 trolec’h Sant-Albin, 35000 Roazhon

Un abadenn evit an holl ; deraoudi ha brezhonegerien hag evit ar re ouesk pe get.

Kentelioù yoga e brezhoneg evit ar re o defe c’hoant da ober gant ar yezh ha tennañ splet eus ar yoga. Aozet gant YogiZef.

 

  • D’al Lun 09 a viz Meurzh

Klub filmoù

Aes eo ar mont en-dro : dibab ur film bet skignet en TNB pe en Arvor e Roazhon, mont d'e welet a-stroll ha mont d'un davarn evit kontañ kaoz, e brezhoneg evel-just, diwar-benn ar film-se.

D'al Lun 09 a viz Meurzh e roomp emgav deoc’h evit Klub Filmoù. Kelaouet e veoc’h e koulz ar sizhun araok eus anv ar film ec’h aimp da welet hag eus ar sinema dibabet. Ha warlerc’h e c’hellimp komz eus ar film en-dro d’ur banne.

 

  • D’ar Merc’her 18 ha d’ar Yaou 19 etre 9e00 ha 7e00 

Emgav ar micherioù e brezhoneg

Skol an Emsav – 8 trolec’h Sant-Albin, 35000 Roazhon

Fellout a ra deoc’h gouzout hiroc’h war ar micherioù e brezhoneg ? Deuit d’en em ditouriñ d'ar Merc'her 18 ha d'ar Yaou 19 a viz Meurzh e Skol an Emsav.

Daou zevezh gouestlet da ved al labour e brezhoneg. Digor d'an holl a faot dezhe goût hiroc'h ha mont e darempred gant tud a vicher hag a ra gant ar brezhoneg en o labour.

Kinniget e vo micherioù a bep seurt : an embann, ar c'helenn, ar c'helaouiñ, ar programmiñ sevenadurel, ar c'hleweled, ar c'hehentiñ...

Deuit da zizoleiñ ar micherioù e brezhoneg !

 

  • D’ar Gwener 20 a viz Meurzh da 6e30 g.k 

Kwiz e brezhoneg - Kenaozet gant Skeudenn Bro Roazhon

Skol an Emsav – 8 trolec’h Sant-Albin, 35000 Roazhon

Un nozvezh kwiz e brezhoneg 

Digor d’an holl hag evit an holl liveoù (goulennoù zo ivez evit ar vugale). Deuit da c’hoari gant ho familh hag ho mignoned tro-dro da demoù liesseurt ha banneoù !

Ur c’hoari gant goulennoù war 6 tem disheñvel : Istor-douaroniezh – Skiantoù ha natur – Sevenadur –Sport ha dudioù- Brezhoneg. E brezhoneg e vo savet ar goulennoù met troet e vint e galleg ouzh ur skramm bras.

Pal ar c’hwiz zo bodañ tud a bep seurt tro dro d’ar brezhoneg evit ur prantad buhezek ha plijus. Pep hini a gavo e blas!

 

  • D’ar Merc’her 25 a viz Meurzh da 6e30

Emvod kelaouiñ Deskiñ brezhoneg gant Skol an Emsav

Skol an Emsav – 8 trolec’h Sant-Albin, 35000 Roazhon

Un emvod evit ar re o defe c'hoant da zeskiñ brezhoneg pe da vont war-raok gant ar brezhoneg.

Fellout a ra deoc'h deskiñ pe mont war-raok gant ar brezhoneg ? Ne oarit ket penaos ober ?

Ho pediñ a reomp d’ar 25 a viz Meurzh da 6e30 g.k evit kinnig deoc’h ar stummadurioù aozet gant Skol an Emsav.

Displegañ a raio ar skipailh an doareoù deskiñ, penaos lakaat hoc'h anv ha peseurt skoazell e c'hallfec'h goulenn.

 
Prev Next