Kemennadenn Skol an Emsav

Kemennadenn Skol an Emsav

Demat deoc'h,

Da heul prezegenn ar ministr kentañ disadorn 14 a viz Meurzh hag a c’houlenne digant an holl genvroidi ha kenvroadezed doujañ d’ar c’hemennoù lakaat hed en darempredoù sokial ha dreist-holl bevenniñ ar monedone,  an emvodoù hag an darempredoù diret, ha da heul ur gemennadenn embannet dec’h gant Ministrerezh al labour da geñver an diviz a zo bet kemeret da astaliñ an degemer er c’hreizennoù stummañ ha da genderc’hel gant ar pellgelenn eo bet divizet gant Kuzul merañ Skol an Emsav kemer an diarbennoù-mañ adalek ar 16 a viz Meurzh:

 

1- Obererezhioù stummañ

-          Emzeskiñ: cheñchamant ebet, dalc’het e vo ar c’hentelioù.

-          Kentelioù sizhuniek ha stummadurioù: ne vo kentel ebet dirak tud bete klevout nevez; a-bell e vo graet ar c’hentelioù hag an heuliañ pedagogel, hervez doareoù a zo o vezañ aozet er mare-mañ gant ar skipailh pedagogel

-          Nullet pe ampellet eo an holl obererezhioù foran

--> Diwar-benn ar c’hentelioù sizhuniek: emañ ar skipailh pedagogel oc’h aozañ al labour evit diogeliñ ar c’hendalc’h pedagogel. A-raok pell e vo kaset deoc’h gant o stummer pe stummerez danvez ar c’hentelioù hag an dafar pedagogel.

 

2-      Obererezhioù melestradurel: degemeret e vez an enskrivadurioù evit stummadurioù Gwengolo hag ar stajoù hañv dre lec’hienn Internet Skol an Emsav. N’eus ket a zegemer fizikel e Skol an Emsav met digor e vez an degemer dre bellgomz en eurioù raktreset.

Kelaouet e voc’h eus an emdroadurioù a c’hallfe c’hoarvezout.

A wir galon, 

Gwenvael Jéquel

Rener Skol an Emsav

Prev Next