Staj Sevel Pennadoù Kazerennerezh

Staj Sevel Pennadoù Kazerennerezh

Abalamour d'an diarbennoù yec'hedel e vo ampellet ampellet an devezh stummañ a oa raktreset d’an 29 a viz Mae da viz Gwengolo 2020.

D'ar Gwener 29 a viz Mae e vo aozet un devezh stummañ war ar skrivañ pennadoù gant Fulup Lannuzel e Skol an Emsav.

Pal ar staj zo deskiñ d’an dud sevel pennadoù en un doare aes ha buan, dre reiñ dezho teknikoù efedus :

1. Mont diouzhtu d’ar pep pennañ : petra a venner lavarout ? Termenañ ar « c’hogn », da lavarout eo gouzout dibab etre meur a savboent diwar-benn un danvez bennak ha reiñ ul liv resis hag azonus d’ar skridaozañ.

2. Gouzout frammañ ur pennad : ar fedoù da gentañ, ar c’hudennoù hag an displegañ da c’houde ; kavout un titl arouezius, un tog aes da gompren hag a ro c’hoant da beurlenn ar peurrest, hag istitloù leun ha fetis.

3. Kaout ur stil eeun, sklaer, resis, gant gerioù dibabet mat ha bev, ober gant frazennoù berr, implij ur frazennadur reizh, reiñ lusk d’al lennerezh, skrivañ gant aked deroù ha dibenn ar pennad.

4. Gouzout penaos klask an titouroù ha gwiriañ anezho, dibab skeudennoù a glot gant an destenn hag a zegas un dra ouzhpenn. 

 

Goulennet e vo digant ar re o defe c'hoant da lakaat o anv skrivañ ur pennadig evit an devezh stummañ.

 

Prev Next