Embann

Embann

Kelaouennoù, levrioù deskiñ hag un deiziataer hollvrezhonek bep bloaz a vez embannet gant Skol An Emsav. Un doare da reiñ tro d’ar vrezhonegerien da vont war-raok ha da vevañ en o yezh ! Koumanantiñ ha prenañ a c’hellit ober enlinenn.

Skignañ

Deiziataer 2024

An deiziataer 100 % e brezhoneg !

Embannet gant Skol an Emsav.

Golo gant an dizagner Martin Le Meur.

Ennañ e vo kavet :

  • Roll kevredigezhioù sevenadurel Breizh
  • Ar brezhoneg war ar Genrouedad
  • Taolenn ar c’hemmadurioù
  • Leuniañ ur chekenn e brezhoneg (gant ur chekenn skouer)
  • Ur c’hrennlavar bep sizhun

Priz : 13,50 €

Ma fell deoc’h urzhiañ a-stroll e c’hallit skrivañ deomp dre bostel war-euun.

Prenañ

Bremañ

Keleier eus Breizh hag eus ar bed a-bezh

Daouviziek eo ar gelaouenn abaoe 2015, gant rubrikennoù nevez, diouzh ul linenn stur a chom ledan-tre. Un istitl a zo bet roet d’ar gelaouenn : Bremañ, Breizh hag ar bed. Lakaat ar gaoz e brezhoneg war danvez a bep seurt, gant ur sell diazezet e Breizh, eo pal ar gelaouenn, hag ivez plediñ gant temoù na vint ket kavet stank er c’helaouennoù all (minorelezhioù broadel, ar broadoù
hep Stad…). E Bremañ e c’hellor ivez lenn pennadoù a
bep seurt diwar-benn Breizh, hec’h ekonomiezh, ar
gevredigezh dre vras, an endro, ar politikerezh…

Koumanant : 39 € (6 niverenn)

Koumanantiñ diouzhtu

#brezhoneg

Ur gelaouenn bedagogel eo #brezhoneg, embannet evit ar miliadoù a oadourien a vez o teskiñ brezhoneg bep bloaz dre gentelioù-noz, dre stajoù hir ha berr, dre lizher… Maget e vez #brezhoneg gant stummerien a vicher, diouzh ur c’haier kargoù resis : pennadoù aesoc’h pe diaesoc’h, diouzh liveoù a bep seurt, poentoù yezh, pennadoù diwar-benn Breizh…

Koumanant : 30 € (6 niverenn)

Koumanantiñ diouzhtu

Oulpan

Hentenn rannet etre 3 dornlevr da zeskiñ brezhoneg, gant ur CD da heul pep levrenn.

Un hentenn vodern eo “Oulpan”. Lakaat a ra ar pouez war ar c’homz kement ha kregiñ e-barzh da vat ha bezañ en e aez gant ar yezh an abretañ ar gwellañ.

Gant c’hoarioù, divizoù ha sketchoù e kinnig Nikolas Davalan un doare pedagogiezh buhezek, fentus ha leun a startijenn evit reiñ kalon d’an deskarded.

Les 1000 premiers mots

Un doare plijus da zizoleiñ geriaoueg pouezusañ ar brezhoneg. Ouzhpenn 1000 ger a zo e-barzh, e gwirionez, rannet etre temoù ar vuhez pemdeziek.

Alioù fur a vez roet d’ar gelennerien pe da dud ar vugale ha kavet e vez an holl c’herioù renablet e pajennoù diwezhañ al levr asambles gant o zroidigezh c’hallek, notennoù yezhadur hag o skrivadur fonetek.

Tresadennoù gant Stephen Cartwright.
Embannadur nevez, miz Kerzu 2010.

Dornlevr flapiñ

Breton, le guide de conversation des enfants

Embannadur nevez gant Éditions Bonhomme de chemin)

Ul levrig da zeskiñ flapiñ gant ar vugale.
Kinniget eo pep pennger gant ur skeudenn hag an distagadur (skrivadur fonetek aes da lenn). Aesoc’h a-se deskiñ gerioù ha troiennoù ar vuhez !
Livet kaer hag eeun eo an dornlevr, ha bihan… da vezañ kaset-digaset ganeoc’h en ho chakod evit magañ divizoù plijus&nbsp!

Azasaet e brezhoneg gant Skol an Emsav.

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !