Keloù Bro-Dardoup

Keloù Bro-Dardoup

El levr-mañ eo bet bodet an tri levrig Keloù Bro-Dardoup, bet embannet e 1979 ha 1980 gant ar gevredigezh Despunerien Bro-Darpoup, sezet er C'hastell-Nevez. Ambroug a rae ar skridoù-se an enrolladurioù gwerzhet gwechall war gasedigoù "minikaset" a zo bet lakaet abaoe da vezañ selaouet dre internet e-barzh ar Web-doc Dardoup.com. Da heul an tri c'hasedig keloù Bro-Dardoup e oa bet ganet Kazetenn ar Menez, ur gelaouenn viziek dre gomz anezhi, graet evit an dud eus kantonioù Kastell-Nevez, an Uhelgoad ha Karaez. Kavet e vo er Webdoc Dardoup.com ivez. 

E 1977 e oa bet ganet Despunerien Bro-Dardoup. E penn ar strollad-se e oa Yann Meur ha Michel Toutous, ha war meur a dachenn o doa labouret : ar sonerezh, ar c'han, an dañs hag ar brezhoneg. Kaoz a zo anezho er film Kalon Dardoup, savet gant Yann ha Goulc'hen Meur, ha deuet er-maez e 2017. Brud he doa tapet ar gevredigezh dreist-holl a-drugarez d'ar festival Nevez Amzer ar C'hastell-Nevez, savet e 1977 ha bev-mat hiziv an deiz c'hoazh. 

 

Embannadur nevez miz Even 2018
Niver a bajennoù : 156
Ment : 19.5 sm X 26.5 sm
Priz : 14,00 €.

Prev Next