Bremañ - Niv. 407

Bremañ - Niv. 407

Redadeg. Redek...

“Netra na den ne viro ouzhimp da gerzhet war-zu ar pal” a veze lennet gwechall. Kerzhout, ha ne oa ket kaoz da redek d’ar mare-se. Chomet eo ar pal damheñvel avat evit ar pezh a denn da zegas muioc’h a lusk d’hor yezh.

Poent redek, sur ha n’eo ket marteze. Ma kerzhfemp e c’hellfemp erruout re ziwezhat... D’ar c‘haloup neuze ha klaskomp tennañ gounid eus darvoudoù evel ar re-mañ evit sevel raktresoù nevez, fetis. Evit ar wech kentañ da skouer, e vo ur gwir genlabour e-ser ar rouedad chadennoù skinwel lec’hel, France 3 Breizh, Brezhoweb ha Dizale evit sevel, produiñ ha skignañ un abadenn dreistordinal e brezhoneg evit lidañ devezh degouezh ar Redadeg e Lokoal-Mendon. Er mod-mañ e vo roet da anavezout ar pezh a zo kuzhet er vazh-eilañ deomp holl.

Er bloaz-mañ eo bet dibabet “Brezhoneg ha plijadur”. An neb a vez o teskiñ ur yezh, forzh peseurt hini e vefe, n’eo ket anat ar blijadur dezhañ da gentañ. Ar memes santimant a c’hell un den kaout pa vez o pleustriñ redek. Dre forzh deskiñ pe dre forzh redek an hini eo e teu ar blijadur, da c’houde. Kendalc’homp da zeskiñ ha da redek neuze, evit ma vefe brasoc’h brasañ hor plijadur a vloaz da vloaz gant ar Redadeg!

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

  • Soñj & disoñj
    Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.
  • Pennad-stur & Kronikenn
    Gerig ar skipailh hag N'eus netra skianteloc'h!

Ar bed

  • Bremañ er bed
    Statud an tamazight en Aljeria, Europeada 2016...
  • Anavezout ar bed
    Ar sevenadur vodou zo bev-mat, e meur a vro.
  • Broioù & pobloù
    Gouzout hiroc’h diwar-benn ar chadenn BBC Alba.

Breizh

  • Bremañ e Breizh
    Lorentxa Guimon, Kernitron-al-Lann, Korrimel...
  • Bevañ e Breizh
    Emañ ar vicher labourer-douar oc’h emdreiñ da vat.
  • Bevañ e brezhoneg
    Un tañva d’ar brezhoneg evit Bretoned Sina.

Teuliad

  • Yezhoù ha sevenadur
    Ur greizenn sevenadurel dibar a vo e Sant-Ervlan.

  • Youn ha Solena
    Ur vagouri hollvrezhonek da zont e bro Naoned.

  • Skoaziañ an obererien
    Un dibab raktresoù harpet gant ar Redadeg.

  • Ar bagadoù hag ar yezh
    Komzoù Iwan Kalvez eus bagad Lokoal-Mendon.

Sevenadur, dudi, sportoù

  • Levrioù, arzoù, embann
    Pennadigoù-barn diwar-benn c’hwec’h levr.

  • Sonerezh, sinema, c’hoarioù
    David Bowie zo aet d’an Anaon e miz Genver.

  • Petra ober, petra gwelet?
    Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

  • Boued
    Daou rekipe: lazagn ha Galfrez mod Liège.

 

Prev Next