Bremañ - Niv. 408

Bremañ - Niv. 408

Brezhoneg ar familh, familh ar brezhoneg.

Anat eo plas ar galleg e buhez kement brezhoneger-ez hag a zo o vevañ er Republik gall. N’eus tamm dibab ebet d’ober: pe e reer gantañ pe ec’h eer da lec’h all. Tamm-ha-tamm eo bet aloubet pep tachenn eus ar vuhez gant an dro-spered-se: n’haller ket bevañ evit gwir en ur yezh all estreget ar galleg. Adreiñ ur plas d’hor yezh en hor buhez zo un hunvre hegredik evit lod, pe ur sorbienn skoanet ha dañjerus zoken evit lod all.

Un disentez a reomp holl d’ur mare bennak: pep hini ac’hanomp a ro bod d’ar brezhoneg, e mod pe vod. Kaout ur meno bennak zo un dra, lakaat anezhañ er pleustr zo un dra all. Hag un dachenn bleustriñ aroueziusoc’h zo eget ar gêr? Gwelet a reer gant an testenioù en niverenn-mañ n’eo ket anat, e mod ebet.

Ne vez ket ahelet mat hor soñj alies, abalamour d’ar gwask divrezhonek a ren war hor buhezioù. Ar film Ar Gwim a ziskouez splann pegen diaes eo bet evit an nebeud tud o doa divizet kaozeal brezhoneg er gêr, d’ur c’houlz ma oa kalz muioc’h a vrezhonegerien koulskoude. Aet eo ar rummad-se diouzhomp. O bugale dezhe eo ar rummad yezherien goshañ bremañ.

Piv eo ar familhoù nevez a ra gant hor yezh bemdez ha penaos e reont? Un dachenn gizidik eo, prevez ken-ha-ken. Tavedek e chomomp peurvuiañ. Hag un diouer a breder a vefe gant “familh ar vrezhonegerien” war an dachenn-se? Un diouer a vinvioù, a zigarezioù marteze? Pledet e vez gant an danvez-se abaoe dek vloaz gant ar gevredigezh Divskouarn hag ar stummadurioù d’an daoulamm a blant brezhoneg e genoù an tadoù ha mammoù ivez. Binvioù all, ledanoc’h, boutinoc’h, zo ezhomm da gaout marteze, evit skoaziañ anezhe. Peadra evito da vagañ fiziañs enne o-unan dreist-holl: savet int bet e galleg evit ar braz anezhe. Ur yezh vev zo ur yezh vamm (pe ur yezh tad), da gentañ. Neketa?

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha N'eus netra skianteloc'h!

Lizheroù & kemennadennoù
Ul lizher hag ur reizhadenn e-keñver an niv. 407.

Ar bed

Bremañ er bed
Ar Rouantelez-Unanet, Katalonia, Kabilia, Okitania...

Anavezout ar bed
Iliz Sant Erwan ar Vretoned, e Roma.

Broioù & pobloù
Er bloaz-mañ e lider kant vloaz Emsavadeg Pask.

Breizh

Bremañ e Breizh
Sukr biologel Breizh, Kristian Troadeg, Nolwenn Louarn...

Bevañ e Breizh
Mouezhiadeg el Liger-Atlantel evit ar raktres aerborzh.

Bevañe Breizh
An tad Michel Jaouen zo aet d’an Anaon.

Bevañ e brezhoneg
Waranhent, Minecraft, klavier Swiftkey...

Teuliad

Diouer a enklaskoù yezhel
Pennad-kaoz gant Catherine Bouroulleg (OPAB).

Testenioù familhoù
Testenioù div familh a ra gant ar brezhoneg er gêr.

Desevel bugale e brezhoneg
Petra zo el levr savet gant Mikael Madeg e 1986?

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Festival barzhoniezh Rittrati di poesia 2016, e Roma.

Levrioù, arzoù, embann
An abadenn Skrivagnerien, ha daou levr.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Kevrin awen Quentin Tarantino ha teir fladenn.

Sportoù & yec'hed
Hag anavezout a rit ar c’halisteniks?

Sportoù & yec'hed
Kalz a dud a vag disfiz diouzh ar vaksinoù.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Kig-ha-farz ha gwastell chokolad hep laktoz.

 

Prev Next