Bremañ - Niv. 409

Bremañ - Niv. 409

Brezhoneg ar familh, familh ar brezhoneg.

Gwir ha stourm

Peadra zo d’en em soñjal. Hag un dislavar zo etre an daou c’her-mañ, gwir ha stourm? Rak mard emañ ar gwir ganeomp, perak e vefe dav stourm? Ha mard eo dav, e peseurt doare? Ha doareoù zo a vefe “brav” ha lod all a vefe “vil”? Danvez preder zo pa weler e vez heuget muioc’h-mui an dud gant ar feulster, ken e klask stourmerien hag emsaverien a bep seurt doareoù nevez da lakaat o savboent da vezañ trec’h. Peadra da vagañ ar spi e vo kaset ur stourm “reizh” da-benn... ha savet danvez evit ul “label” nevez d’un emsav dinamm e doare “Stourm reizh”. Lakaomp...

Evit ma teufe kement-mañ da vezañ peurwir avat, e vo ret d’hor c’hevredigezh lakaat er pleustr reolennoù nevez d’ar sistem demokratel. Rak, anat deomp holl, un dra vrein zo e rouantelezh demokratiezh mod Frañs: miliadoù, milionoù a dud a-wechoù zoken, zo bet hag a zo bepred hiziv o tiskouez e doare pe zoare o c’hoant da vezañ selaouet war dachennoù liesseurt evel an armerzh, ar reolennoù sokial pe an ekologiezh... ha blev! Peadra zo, a-wechoù, d’en em c’houlenn ma n’eo ket bet savet ar reolennoù da virout ouzh ar cheñchamantoù er gevredigezh, estreget ar re c’hoantet gant “Ar Priñs”, forzh pegen poell-diboell e vefent.

Peseurt dibab a chom evidomp da gas hor savboentoù war-raok, mard int disheñvel diouzh re “ar Priñs” ha pa n’eus tu ebet da implij ur reolenn demokratel? Rak aze emañ an dalc’h: ma fell deomp bezañ klevet ha kenderc’hel neuze da lakaat hor yezh da vevañ. Deomp-ni da sevel doareoù nevez, a c’hell bezañ awenet gant sevenadurioù all, evel ar Redadeg [s.o. Bremañ niv. 407]. Kalz re all zo da grouiñ moarvat, keit ma vimp kendrec’het holl gant ar memes tra. Rak, m’emaomp o klask hon doare efedusañ da stourm bepred, n’hon eus douetañs ebet eus hor gwir evit difenn ar brezhoneg, evit glad mab-den. Hag ar gwir hor befe da chom hep stourm evitañ zoken?

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha N'eus netra skianteloc'h!

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù gant Stumdi, Enercoop Breizh...

 

Ar bed

Bremañ er bed
Iwerzhon, Amerika Latin, Alamagn, Norzh Euskadi...

Anavezout ar bed
Ar Vikinged en abati Landevenneg er bloaz 913.

Broioù & pobloù
Lidoù e koun Pask 1916 e Gaillimh.

 

Breizh

Bremañ e Breizh
Kreizenn Le Ker, Euro 2016, “Ni Hon-Unan”...

Bevañ e Breizh
Diaochet eo bet ar mordreizher Harmony of the Seas.

Bevañ e Breizh
Ar rod-vor nevez zo bet staliet e-kichen Enez Vriad.

Bevañ e brezhoneg
Ul load nevez zo bet savet gant Martial Ménard: Devri.

 

Teuliad

Brezelioù “naet”, emezit-hu?
Klasket o deus tud zo reoliañ ar brezelioù.

Brezelioù “naet” ha doareoù “lous”
Un touell e vefe krediñ e c’heller reoliañ ar brezelioù?

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Emgav diwar-benn ar c’hoariva brezhonek e Brest.

Levrioù, arzoù, embann
Pevar c’hant vloaz zo eo marvet William Shakespeare.

Levrioù, arzoù, embann
Pennadoù diwar-benn levrioù bet kaset da Vremañ.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
An daouzekvet Stunfest zo bet aozet e Roazhon.

Sportoù & yec'hed
Ha tro ho peus bet d’ober an dro-vale hir 34?

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Bruschetta kig morzhed hoc’h ha dijuniñ mod saoz.

 

Prev Next