Bremañ - Niv. 410

Bremañ - Niv. 410

Doareoù da stourm.

Pa weler an taolioù sponterezh oc’h ober o reuz war ul lodenn vat eus hor bed, e c’hell an tem-mañ seblantout arvarus. Koulskoude e lak un dra war wel: war e zalaroù emañ ar feulster korfel evit kas n’eus forzh peseurt stourm da benn. Seul daeroc’h an doare da stourm, seul vuioc’h a dud unanet evit enebiñ. Re bell ez a an unaniezh a-wechoù, dre ma vez nac’het en anv ar Republik, ar gwir da eskemm mennozhioù war danvezioù liesseurt...

N’eo ket souezhus ivez, e vefe alies gant ar ger stourm, er grevredigezh a vremañ, ur ster nac’hus a-walc’h. Ken bras eo deuet an armerzh da vezañ, ar c’hoant da vevañ ha da vezañ didrabas, da ren ur vuhez vrav ha disoursi, ken e fell d’un niver bras a dud chom hep klevet kaoz ken eus ur “stourm” bennak. Kement dizemglev, kement stourm zo, a vez gwelet evel ur skoilh evit ledanaat an armerzh. Alese moarvat, eo deuet ar c’hoant gant ar galloud politikel da zisplegañ d’ar stourmerien a bep tu pegen aner eo o stourmoù dre vras.

Evit ar pezh a sell ouzh Breizh hag he sevenadur dre vras, eo diaesoc’h-diaesañ kavout “enebourien”, ha da stourm en o enep neuze. Ne vez ket klevet ken, pe ral a wech, komzoù disprizius da-geñver ar brezhoneg, ne vez ket mui klevet ken alies tud o nac’h identelezh Breizh e Naoned, ne vez ket mui klevet kement a dud o vont a-enep an digreizennañ... ha koulskoude, anat deomp holl, ne vez ket graet kalz tra evit reiñ ur gwir dazont d’hor yezh ha lakaet e vez e plas dre guzh, pazenn ha pazenn, ar “Grand Ouest”. Adkreizennet e vez ivez ar galloud politikel hep na vefe – pe dost – jakobinour ebet ken evit embann kement-mañ war ar groaz. Diaesoc’h ar stourm neuze dre m’eo deuet da vezañ kalz soutiloc’h ha souchoc’h... ha deomp-ni da ijinañ doareoù all, awenet ma c’hellomp bezañ gant skouerioù o tont eus an diavaez.

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha "N'eus netra skianteloc'h!"

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù lies.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Kanada, Kuba, Okitania...

Anavezout ar bed
Romain Filstroff, paotr ar yezhoù war YouTube.

Broioù & pobloù
John Turdell, ur stourmer meur evit an Amerindianed.

 

Breizh

Bremañ e Breizh
“Breizh Manif” e Naoned, Douar Didoull, Armor-Lux...

Bevañ e Breizh
Troc’h-kaoz gant prezidant Divers Genres - Pep hini zo libr.

Bevañ e Breizh
Grit anaoudegezh gant ekodomani “Koad ar Barzh.”

Bevañ e brezhoneg
Ul levr zo bet savet gant izili Ai’ta! diwar-benn o stourm.

 

Teuliad

Gounit gwriziennoù ar yezh
Un ti-feurm e Kembre evit gounit boued... ha kembraeg.

Stourm war an dachenn evit ar bed
Pennad-kaoz gant tud Bizi!, aozerien Alternatiba.

NSK, arz broadel pe divroadel?
Ul luskad arzel hag a stourm war an dachenn bolitikel.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Hag anavezout a rit labour an arzourez Simone ar Mogn?

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Berzh en deus graet an Hellfest er bloaz-mañ adarre.

Sportoù & yec'hed
Reuz zo bet gant an doperezh adarre.

Sportoù & yec'hed
Grit ho mad eus ar chia, un had eus Kreizamerika.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Peadra da aozañ legistri Karri Gosse.

 

Prev Next