Bremañ - Niv. 412

Bremañ - Niv. 412

Lenn brezhoneg... evit un nebeud re hepken ?

Ingal e klever n’eo ket puilh a-walc’h al levrioù brezhonek, re nebeud a zibab e vefe. Er penn all, diouzh tu an embannerien, e klever n’eus ket trawalc’h a lennerien. Ne werzher ket a-walc’h a skouerennoù eus al levrioù ha diaes gouzout neuze ar pezh a c’hellfe plijout d’an dud. Dre forzh klevet seurt komzoù e c’heller soñjal e vefe an embann brezhoneg ur c’helc’h bac’h. Hag ar skrivagnerien ? Ha tro o defe da gaozeal gant o lennerien pe o embannerien zoken, dre ar munud ? Ha ma vefe ar c’haozeal un doare da wellaat an traoù ? Abaoe un toullad bloavezhioù ez eus bodadoù-lenn un tamm e pep lec’h dre ar vro. Digarez o devez brezhonegerien zo da rannañ o soñjoù diwar-benn o lennadennoù gant yezherien all. N’eus “youtuber” ebet oc’h ober kemend-all betek-henn met dont a raio marteze. Abadennoù radio ha tele zo bet ingal ivez er bloavezhioù tremen evit kinnig al levrioù nevez, reiñ ar gaoz d’ar skrivagnerien, lenn skridoù a vouezh uhel... Pezh zo, daoust ha ne vefe ket ar re a blij dezhe lenn (pe skrivañ) c’hoazh a gemerfe perzh e seurt traoù ? Ul lodenn vras eus ar vrezhonegerien n’ouzon na lenn na skrivañ en o yezh. Ar re a zesk ar yezh er skol n‘o devez tro da lenn nemet er sal klas. Lenn brezhoneg a c’hell dont da vezañ un displijadur evit tud zo, dre ziouer a zarempred eeun ha didrabas, e-keñver al lenn brezhoneg. Komzoù un tad pe ur vamm (e-maez al labour skol), ur mignon, un amezeg, diwar-benn ur romant, un danevell, ur varzhoneg, setu ar pep pouezusañ. Rannañ ar blijadur-se gante, un doare sioul. Lennomp evit komz, selaouomp evit lenn !

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha "N'eus netra skianteloc'h!"

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù lies.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Indonezia, Dakota, Kanada, Island... hag an egor.

Anavezout ar bed
Tabut a sav ingal e Spagn diwar-benn ar c’horrida.

Broioù & pobloù
Beajiñ en Ouzbekistan dre skeudennoù Klez Brandar.

 

Breizh

Bremañ e Breizh
Kernitron-al-Lann, fungarr Brest, stirad C’hwi a gano...

Bevañ e Breizh
Tregont vloaz eo kevredigezh Gwarez Filmoù.

Bevañ e brezhoneg
Ar chadenn dele dre internet Brezhoweb zo dek vloaz.

 

Teuliad

Kavout levrioù dre Lenn
El lec’hienn Lenn e vez renablet levrioù brezhonek.

Treiñ ha distreiñ
Harpet e vez troidigezhioù zo gant Kuzul-rannvro Breizh.

Martial Ménard, ar saver levrioù
Ur sell war e labour evit An Here pe savet gantañ.

Lennerien yaouank
Pennad-kaoz gant Fanny Chauffin, e penn Féa.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Levrioù liesseurt bet lennet gant kenskriverien Bremañ.

Levrioù, arzoù, embann
Pezh-c’hoari liesyezhek Teatr Piba, Merc’h an Eog.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Aet ar c’haner Leonard Cohen d’an Anaon.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Sonerien Startijenn a lido 20 vloaz o strollad.

Sportoù & yec'hed
Un dro-spered dibar zo gant War-Raok Gwengamp.

Sportoù & yec'hed
Aet eo ar melldroader Laurent Pokou d’an Anaon.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Daou rekipe eeun, unan sall hag unan dous.

 

Prev Next