Bremañ - Niv. 413

Bremañ - Niv. 413

Un den, ur vro ?

Staget e vez ingal identelezh an den ouzh ur vro. Ar vro alies e gwirionez, e-giz ma ne vefe ken nemet unan, bras pe bihan, ha kinniget d’an dud evel un anadenn naturel, un oberenn hag a vefe anat deomp holl.

Ha koulskoude, pa vioc’h o lenn ar pezh a c’hoarvez e tiriadoù evel an Treuznistria, Jibraltar pe Trieste, ez eus peadra d’en em soñjal. Petra a gaver eno ? Roudoù an istor kent pe danvez un identelezh renevezet ? Peadra zo c’hoazh d’en em soñjal muioc’h pa weler tud mennet prest da sevel broioù nevez, diwar netra koulz lavaret. Divent eo awen an dud e lec’hioù zo, strewet un tamm bihan er bed-holl, pa vefe tiriadoù evel re Sealand, Uzupis pe c’hoazh hini an NSK [s.o. Bremañ, niv. 410].

Ha ne vefe ket aze ivez – daoust d’un utopienn anzavet gant o c’hrouerien o-unan alies – un doare da glask un identelezh nevez, en tu all d’hon broioù hengounel erru kozh un tamm ? Un doare evidomp-ni da vont pelloc’h gant hon identelezh, ha rediañ ac’hanomp da reneveziñ anezhi ha kinnig un amzer-da-zont d’hon hengoun...

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha keleier Skol an Emsav

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù lies.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Kalifornia, Mec'hiko, Ecuador ha Katalonia.

Anavezout ar bed
Kotoñs a vez gounezet kalz e Benin.

Broioù & pobloù
Fidel Castro, penn Kuba, zo aet d'an Anaon.

 

Breizh

Bremañ e Breizh
Dour mat da evañ, ur c'hinnig lezenn, Bécédia...

Bevañ e Breizh
Skrivet en deus kalz Jil Penneg evit Le Télégramme.

Bevañ e brezhoneg
BreizhVOD+, ar c'hleweled brezhonek skignet mod all.

 

Teuliad

Ar Roc'h e penn pellañ hor c'hevandir
Statud hag istor dibar Jibraltar, etre Spagn ha Maroko.

Dieubiñ nerzhioù Trieste !
Trieste, ur gêr etre Italia hag ar Balkanoù.

Treuznistria, ur vro ...etre
Ur Stad savet diwar ludu an URSS eo.

Republik an arzourien
Republik Uzupis zo lec'hiet e kreiz-kêr Vilnius.

Sealand, ar briñselezh war neuñv
War ur savenn eus an Eil Brezel bed emañ Sealand.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Al levr Bleunioù struzh Breizh gant Thierry Châtel.

Levrioù, arzoù, embann
Daou levr gallek bet kaset da Vremañ.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
An Iwerzhonad Padraig Jack, kaner Inis Mór.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Distro war buhez ha kanaouennoù Bob Dylan.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Pladennoù gant Belenos, Dom Duff, Yann Tiersen...

Sportoù & yec'hed
Kib ar bed mell-dorn a oa bet aozet e Frañs.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Ur meuz lipous, falafel, bara pita ha soubilh yaourt.

 

Prev Next