Bremañ - Niv. 414

Bremañ - Niv. 414

Un anadenn da fetisaat

Naoned e Breizh. Ken anat eo evit lennerien Bremañ emañ Naoned e Breizh hag ez eus 5 departamant e Breizh. Koulskoude, tost 80 vloaz goude an disparti, goude an adreizh tiriadel c’hwitet, goude m’eo bet adunanet Normandi, emaomp bepred er memes stad. Dre chañs e vez skoazellet ar brezhoneg e bro Naoned gant Kuzul-rannvro Breizh hag un tamm gant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel, dre chañs ez eus kalz a gevredigezhioù sevenadurel hag embregerezhioù ezel eus Produet e Breizh eno evit diskouez eo bev c’hoazh an emskiant bezañ breizhat el Liger-Atlantel. Degadoù ha degadoù a vanifestadegoù zo bet aozet e Naoned, e Sant-Nazer, e Redon... Darvoudoù a bep seurt, votadegoù, sinadegoù, ur fresken­nad tud e 2010 zoken... E miz Here 2017 e vo digoret en ur mod ofisiel ar greizenn sevenadurel vrasañ zo e Breizh, enni ur skol Diwan, ur skolaj Diwan, ur vagouri vrezhonek, stummadurioù, kentelioù brezhoneg, ul levraoueg keltiek : Yezhoù & Sevenadur. Gwelet a reomp mat n’eo ket trawalc’h mont da Naoned  da zibunañ gant e vanniel Gwenn-ha-du oc’h huchal "Naoned e Breizh" tra-ken, ha difonn e c'hell bezañ a-wechoù zoken, evel pa oa bet ur bagad tud eus an tu dehoù pellañ o tiskouez e fri. Manifestiñ zo bet graet meur a wech, betek re marteze, ha cheñch doare stourm a ranker. Taolioù intrudu a-feson a zo bet aozet gant kevredigezhioù liesseurt : Dibab, Breizh Unvan, 44=Breizh, ar Redadeg, Breizh 5/5, Evezh Breizh, Brezhoneg 'barzh an tele !... Bez ez eus ur c’huzul sevenadurel hag a labour war ar 5 departamant, gant ur prezidant nevez mennet da lakaat an traoù da vont war-raok. Spi zo da gaout bepred neuze. Evit sevel Breizh e ranker da gentañ adunaniñ an tiriad broadel. Start eo rak gouzout a ra ar Stad e c’hwezo avel ar frankiz war Breizh pa vo bet graet. Ur seurt spi a vo maget dre ar pleustr.

 

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha "N’eus netra skianteloc’h !"

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù lies.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Gwiana, Norzhiwerzhon, Euskadi... ha morgaoul.

Anavezout ar bed
Tonkad kriz Batailhonoù ar Yaouankiz e Frañs.

Broioù & pobloù
Tud Toskana a denn splet eus kevrin an Etrusked.

 

Breizh

Bremañ e Breizh
Ensavadur ar Gallaoueg, Armelle ar C'hozh, Paskal Laizé.

Bevañ e Breizh
Sylvie Le Coz, dantelezerez a vicher e Sant-Sten.

Bevañ e brezhoneg
Distro Gouel Broadel ar Brezhoneg, e Langoned.

 

Teuliad

Adunaniñ Breizhiz da gentañ
Pennad-kaoz gant Bernez Rouz, prezidant KSB.

Dastum 100 000 sinadur
Emañ Breizh Unvan o kas ur sinadeg vras war-raok.

Normandi unanet
Hag ul lañs nevez zo gant an normaneg ?

Ur merk evit ar vro en he fezh
Pennad-kaoz gant rener Produet e Breizh

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Pezh nevez Ar Vro Bagan, Kof ha kof, a ra berzh.

Levrioù, arzoù, embann
Levrioù liesseurt bet kaset da Vremañ.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Stiradoù polis evit an tele e yezhoù minorel.

Sportoù & yec'hed
Ur c'houlzad dic'hortoz gant War-Raok Gwengamp.

Sportoù & yec'hed
HIIT, pe gourdonerezh striv uhel a-bennadoù

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Kig yar gant mel ha soubilh soja, riz dre laezh kokoz.

 

Prev Next