Bremañ - Niv. 415

Bremañ - Niv. 415

Hor c’heneiled e Galiza

Alies ez omp troet, ni Bretoned, da welet er broioù all ar pezh hor befe c’hoant da welet en hor bro. Ur wir statud emrenerezh zo bet kadarnaet gant bonreizh Spagn dibaoe 1981 evit Galiza, hag anavezet eo neuze evel “broad istorel”. Anat d’an holl eo neuze pouez an emrenerezh-se war meur a dachenn, hini ar mediaoù pe hini ar yezh da skouer. Peadra zo ivez, dre welet pegen bras eo ar galloud rannvroel a-hont, da reiñ c’hoant da galzik a Vretoned da gaout un dra damheñvel... N’eo ket unton ar vro avat, pell ac’hann. Broudet e vez Galiziz gant luskadoù disheñvel ha gwelet e vez al liested-se en niver a strolladoù politikel. A bep seurt a gaver, tu dehoù pe tu kleiz, rannvroelourien pe vroadelourien hag a rann ar galloud an eil re gant ar re all. Ar yezh ivez, ken pouezus evit identelezh Galiza, zo sachet-disachet gant froudoù disheñvel. Lod zo troet war-zu ar portugaleg, lod all a fell dezho diorren ur standard nevez, peadra hervezo da zerc’hel un identelezh hep he far en amzer-da-zont. Aze emañ marteze ar pep diaesañ hag ar souezhusañ war un dro. Derc’hel ha diorren ur mod da vezañ heverk daoust d’al levezon kreñv a-berzh Stad kreiz Spagn eus un tu ha sevenadur Portugal, ken tost da C’haliza, eus an tu all. Kavet e vez nerzh d’en ober dre al liammoù skoulmet ouzh sevenadurioù all, pe e vefe broadoù all Stad Spagn da skouer, pe dre ar broioù keltiek all, dre gemer perzh e darvoudoù sevenadurel liesseurt anavezet mat ganeomp e Breizh. Petra ’vern mard eo mojennel – faltaziek zoken – al liammoù-se, petra ’vern mard int gwriziennet en istor, er yezh, er sevenadur hag e re ar broioù keltiek all pe get, gant ma chomo d’an nebeutañ ganeomp-holl ar c’hoant da vezañ dibar ha tost an eil re d’ar re all war un dro ?

 

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha "N’eus netra skianteloc’h !"

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù lies.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Marv Simone Veil, referendom e Puerto Rico...

Anavezout ar bed
Goût a reer bremañ e oa pluñvek an dinosaored.

Broioù & pobloù
Taol-lagad war an iwerzhoneg gant Tadhg Mac Dhonnagáin.

 

Breizh

Bremañ e Breizh
Jean-Louis Latour, linenn tizh bras, bezhin glas...

Bevañ e Breizh
Istor diskar ar Rouedad Vreizhat hentoù-houarn.

Bevañ e brezhoneg
20 vloaz klasoù divyezhek Lanniliz ha Plougerne.

 

Teuliad

Broadelouriezh Galiza
Politikerezh broadelour, etre milendall hag hentoù-dall.

Hadañ skolioù galizek
Emañ ar rouedad skolioù Semente o tiwanañ e Galiza.

Etre Enez-Vanav ha TV Galicia
Aet zo ur priz gant ur film galizat er Celtic Media Festival.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Tem kemm an hin er romantoù skiant-faltazi.

Levrioù, arzoù, embann
Levrennoù 2 ha 3 Paotr Louarn gant Laurent Lefeuvre.

Levrioù, arzoù, embann
Un dibab levrioù bet kaset da skipailh Bremañ.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Albomoù Brieg Guerveno ha Les Ramoneurs de Menhirs.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Charley Patton, tad sonerezh blues an Delta.

Sportoù & yec'hed
Liorzhañ zo mat evit ar yec’hed eme skiantourien zo.

Sportoù & yec'hed
Keleier berr hag a denn d’ar sportoù ha d’ar yec’hed.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Kaneledoù gwinizh du, tarama eog ha keftedes.

 

Prev Next