Bremañ - Niv. 405

Bremañ - Niv. 405

Gortoz betek bloavezh an erc’h du?

Pet pennad eus Bremañ a zo bet gouestlet d’ar brezhoneg, d’ar politikerezh yezh, d’ar skoilhoù, d’an taolioù-intrudu liesseurt? Ha gwall alies d’an dipit deuet da heul? Reizh eo lenn pennadoù eus ar seurt-se e Bremañ. Ar pezh n’eo ket reizh ez eo lenn ar memes pennadoù abaoe tregont vloaz diwar-benn ar memes skoilhoù. Karta europat ar yezhoù rannvro pe bihanniver da skouer, sinet e 1999 hag interet e 2015 gant ar strollad en doa prometet he feurwiriekaat. Stourm c’hoazh hag adarre evit ar garta-se? Aozañ ur vanifestadeg ouzhpenn? Evit petra e gwirionez pa weler ez eo deuet an holl araokadennoù eus Breizh ha n’eo ket eus Pariz?

Politikel-kenañ eo kraf ar yezhoù e Frañs ha bremañ muioc’h eget biskoazh ez eo sklaer evel lagad an naer n’eo ket e Pariz e vo kavet an diskoulmoù met amañ, e Breizh. Ne vez ket doujet ouzh gwirioù ar vrezhonegerien en o bro, ar gwir da vevañ en o yezh, da gaout servijoù publik en o yezh, da gaout paperioù ofisiel en o yezh, da gaout ar gwir da zibab ur yezh pe eben e pep tachenn eus ar vuhez. Araokadennoù zo bet graet dre ar strivoù, ar stourmoù ha labour ar gevredigezh keodedel. Ha tizhet he defe homañ he moull?

E-korf daou vloaz (2014-2015) eo bet pulluc’het gant ar re a zo e penn ar galloud e Pariz, an daou dra o dije kontet da vat evit Breizh hag evit ar brezhoneg: an adunanidigezh ha karta europat ar yezhoù rannvro pe bihanniver. Keit ma kendalc’himp da lakaat hon fiziañs er strolladoù a zo o sez e Pariz e kendalc’ho ar strolladoù-se d’ober promesaoù na zalc’hint ket.

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

  • Soñj & disoñj
    Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.
  • Pennad-stur & Kronikenn
    Gerig ar skipailh hag A-c’hin d’ar blev.
  • Lizheroù & kemennadennoù
    Reizhadennoù evit skridoù embannet e niv. 404 Bremañ.

Ar bed

  • Bremañ er bed
    Patagonia, Indoneiz, Polonia, Okitania...
  • Anavezout ar bed
    1950, e Brest: lazhet ur sindikalour gant ar polis.
  • Broioù & pobloù
    Darempredoù hirbad etre Frañs ha Stadoù afrikan zo.

Breizh

  • Bremañ e Breizh
    Iwerzhon-Breizh, marc’had ar moc’h, Ubisoft ha Bolloré...
  • Bevañ e Breizh
    Lenn Gwerledan a oa aet diwar-wel er bloaz-mañ.
  • Bevañ e brezhoneg
    Emgleo Breiz, malizennad DaoDaf’, an arload Stag.

Teuliad

  • Ar brezhoneg stanket en ur c’hroashent?
    Ha chomet eo stanket ar stourm politikel evit ar yezh?
  • Piv zo war ar renk?
    Roll kabalerien an daou guzul-rannvro zo Breizh.

Sevenadur, dudi, sportoù

  • Levrioù, arzoù, embann
    Un diskouezadeg diwar-benn Pierre Péron zo e Brest.
  • Sonerezh, sinema, c’hoarioù
    Ur c’hoari video nevez, Steredenn, savet e Breizh.
  • Sonerezh, sinema, c’hoarioù
    Kinnigoù teir fladenn kaset da Vremañ.
  • Sportoù & yec'hed
    Muioc’h-mui e vez kavet boued hep gluten.
  • Petra ober, petra gwelet?
    Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.
  • Boued
    Daou rekipe: pesked ha farz ha steredennoù kanell.

 

Prev Next