Bremañ - Niv. 404

Bremañ - Niv. 404

Amañ ar radio, ar Vretoned a gomz ouzh ar Vretoned;

E Breizh e teu ar c’hêrioù-meur da vezañ brasoc’h-brasañ. Tremen a reer kalz a amzer stanket war an hentoù, e goudor ar c’hirri. Petra ober enno? Lenn ar posteloù o tibunañ war skramm ur poellgomzer, divinout skeud un dremm e stumm ur goumoulenn bennak, debriñ ur sandwich... Aliesoc’h koulskoude e selaouer abadennoù radio. Dibab a c’haller e-touez kinnigoù liesseurt: sonerezh jazz, klasel, elektro; atersadennoù ha divizoù diwar-benn ar c’heleier; temoù sevenadurel, prederouriel pe gouestlet d’ar c’hiz. N’eus nemet un dra a chom difiñv... ar yezh. Ne c’haller ket dibab ur radio e brezhoneg n’eus forzh pelec’h e Breizh. Aesoc’h eo selaou ar BBC e Sant-Maloù zoken, pa vez brav an amzer. Ret eo d’ar vrezhonegerien zo o chom e Breizh-Uhel, pellgargañ an abadennoù dre ar genrouedad. Gallout a ra bezañ ur skoilh evit ar re n’int ket en o bleud gant an teknologiezh. Bez’ ez eus binvioù nevez aes d’ober ganto evelkent, hag a zegas diskoulmoù pleustrek evit tremen eus bed ar gwagennoù d’ar bed niverel. Tamm-ha-tamm e steuz an harzoù etre ar skinwel, ar skingomz, ar poellgomz hag an urzhiataer. Eskemm a raio ar c’hirri-tan gant an eurieroù pe an tiez a-benn nebeut. Kavout a raio hor yezh he flas e mare ar global media peogwir eo kadarn youl ar stourmerien.

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

  • Soñj & disoñj
    Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.
  • Pennad-stur & Kronikenn
    Gerig ar skipailh hag A-c’hin d’ar blev.
  • Lizheroù & kemennadennoù
    Kemennadennoù liesseurt bet gant Bremañ.

Ar bed

  • Bremañ er bed
    Keleier eus Bolivia, Jeorjia, Inizi Faero, Katalonia...
  • Anavezout ar bed
    Chanter arkeologel Corent en Arvern.
  • Broioù & pobloù
    Al luskad “Idle No More” savet gant henbroidi Kanada.

Breizh

  • Bremañ e Breizh
    Labourerien ampoezonet Nutréa-Triskalia, Deomp De’i!...
  • Bevañ e Breizh
    Kinnig ar gevredigezh Gast! gant un ezel, Maelle.
  • Bevañ e brezhoneg
    Pennad-kaoz gant Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan.

Teuliad

  • Ur sizhunvezh e kalon Radio Kerne
    Labour skipailh Radio Kerne e-kerzh Gouel ar Filmoù.
  • Kroashent ar radio brezhonek
    Pennad-kaoz gant Anna Jaouen, karget a ziorren.
  • Hentoù evit ar radio en amzer-da-zont
    Gwechall e veze bodet radio ha tele... Hag en dazont?
  • Teknologiezhioù nevez evit selaou ar radio
    Selaou a reer a radio muioc’h-mui dre internet..

Sevenadur, dudi, sportoù

  • Levrioù, arzoù, embann
    Yan’ Dargent, livour Les Lavandières de la Nuit.
  • Sonerezh, sinema, c’hoarioù
    Ar feulster e-barzh filmoù Quentin Tarantino.
  • Sonerezh, sinema, c’hoarioù
    Ar Fiselerezh, kevredigezh fest ar Fisel e Rostrenenn.
  • Sportoù & yec'hed
    Ober sport zo yac’h. Ober re a c’hall bezañ noazus avat.
  • Petra ober, petra gwelet?
    Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.
  • Boued
    Pizza gant eog ha kourjetez ha bara kollet.
Prev Next