Bremañ - Niv. 416

Bremañ - Niv. 416

40 vloaz Diwan, bremañ eo prederiañ

Daou-ugent vloaz eo Diwan. Brav da welet ha brav da lidañ, anat, pa ouzer pegen arvarus e oa bet sevel ar skol gentañ. Evit an den ez eo an oad a 40 vloaz ur mare etre daou, spontus un tamm marteze gant ar gozhni a zeu war wel. Ar memes spontadenn zo bet ivez evit Diwan en ur mod, dindan stumm ar c’hevratoù skoazellet. Forzhik a dud zo bet o vanifestiñ neuze evit ma ne chomfe ket a-sav ar skoaziad-Stad stag ouzh seurt postoù-labour, ken pouezus ma vezont evit ekonomiezh Diwan. Donoc’h eo an enkadenn marteze. Ar souezh n’eo ket kement-se gwelet kement a z-“Diwanidi” o vanifestiñ evit kendelc’her gant kevratoù skoazellet izel o goproù ha bresk o statudoù. Peadra a oa da lakaat Diwan en arvar gant diviz trumm ar gouar­namant. Donoc’h eo an enkadenn neuze, dre ma santer ivez aze an diouer a breder war hir dermen evit suraat ar skolioù ha diorren ar brezhoneg. Lennet ho peus, kredapl, galv ofisiel Diwan Breizh embannet d’an 30 a viz Eost evit broudañ ac’hanoc’h da vanifestiñ e Kemper hag e Naoned, evit difenn “an implijoù er skolioù divyezhek laik dre soubidigezh”. Implijet eo bet an droienn-se meur a wech gant Diwan : “skolioù divyezhek” ? Sed ar pezh eo Diwan da 40 vloaz ? Souezhusoc’h c’hoazh eo gwelet e vez lakaet ar galleg hag ar brezhoneg par-ouzh-par, pa vez kaoz muioc’h-mui eus liesyezhegezh ? En tu-hont d’ar gerioù – pouezus o zalvoudegezh koulskoude – e c’heller bezañ ankeniet gant an diouer a strategiezh evit kas ar brezhoneg war-raok e Breizh a-bezh dre skolioù Diwan. A-benn pemp pe dek vloaz, peseurt pal da dizhout, pa vo deuet ar mare evit lidañ an 50vet deiz-ha-bloaz ? Gant-se e soñje da skipailh Bremañ e oa a bouez-ruz evidomp-holl eskemm soñjoù, eñvorennoù ha prederiadennoù war gement-se, hag e brezhoneg dreist-holl. Div niverenn a vo gouestlet da Ziwan neuze. Tamallet ez eus bet da dud zo, gant gwir abeg a-wechoù, o emzalc’h taer a-enep skolioù Diwan. Betek re bell ivez gwechavez, e-giz pa vije kement rebech graet war mont-en-dro Diwan un dagadenn a-enep ar brezhoneg. Ra vo neuze ar brezhoneg yezh hon divizoù, hag hon tabutoù zoken marteze, evit kas pelloc’h hor preder war ar mod da sevel un dazont seder d’hor yezh... ha da Ziwan !

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha "N’eus netra skianteloc’h !"

Lizheroù & kemennadennoù
Diwan, stummadur Henchoù Treuz, Evel ki ha kazh...

 

Ar bed

Bremañ er bed
Taiwan, Bachkortostan, votadeg kannaded Alamagn...

Anavezout ar bed
An holen, ur pinvidigezh evit Breizh abaoe kantvedoù.

Broioù & pobloù
Ar glagoliteg zo ul lizherenneg “sakr” e Kroatia.

Broioù & pobloù
Ti ar Vretoned : un tamm eus Breizh e kreiz Pariz.

Breizh

Bremañ e Breizh
Ar raktres Saga gant Olmix, Solenn & Plop gant BCD...

Bevañ e Breizh
Istor souezhus (ha kozh-Noe) kêriadenn ar Yeoded.

Bevañ e Breizh
Izili “Bugale ar Yeoded” zo e soñj gwareziñ glad ar c’hornad.

 

Teuliad

Derc’hel da grakvevañ ...pe mont war well ?
Ne vo ket holl bugale Samuel Julien e Diwan ken, perak ?

Ma zammig buhez e Diwan
Eñvorennoù Jean-Michel Sanner goude 17 vloaz e Diwan.

Diwan ha me...
Sell ur vamm hag he merc’h war plas Diwan en o buhez.

Tennañ splet eus 40 vloaz a ziwanañ
Levr Fanny Chauffin diwar-benn pedagogiezh Diwan.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Labour an arzour Odilon Redon, peuzdianav.

Levrioù, arzoù, embann
Gilles Turlan zo e penn levrdi Lenn ha Dilenn e Gwened.

Levrioù, arzoù, embann
Levrioù bugale ha pladenn nevez Pempbiz.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Miz Du, albom nevez ar strollad punk Trouz an Noz.

Sportoù & yec'hed
Testeni Gaëlle bet war droad betek Sant-Jakez.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Rougailh silzig ha saladenn riz, pampel, chifretez, maiz.

 

Prev Next