Bremañ - Niv. 403

Bremañ - Niv. 403

Vox populi

Klask a rae paeroned emglevioù Nouméa un diskoulm evit ar c’hudennadur kanak gouest da zerc’hel ar peoc’h er vro e-pad pell. Kinniget e oa bet aozañ referendomoù. Pa vez start lakaat arguzennoù ar c’hostezennoù da gendeuziñ evit sinañ un emglev e vez implijet ar referendom gant Frañs alies. Ur benveg priziet gant politikourien an Dispac’h Meur eo. Hervezo e oa arabat lezel aozadurioù etre ar Stad hag ar geodedourien o vevañ dindan he beli. Divodet e oa bet ar sindikadoù hag ar c’hevredigezhioù gant lezenn Le Chapelier e 1791. An dilennidi zoken, ur respet roet dezho dre ar votadegoù, a c’hall bezañ gwelet evel skoilhoù na gomprenont ket e pelec’h emañ mad ar bobl. Bonaparte, Napoleon III De Gaulle… Referendomoù o deus aozet evit lakaat da devel ar brezel lezennel kaset enepto gant an dilennidi. Komzet he deus ar bobl, tavit bremañ!

Aze e verzer pegen pouezus eo stumm ar goulenn savet en ur referendom. Rebechet ez eus bet da ouarnamant Alexis Tsipras bezañ kinniget un destenn re hir d’ar 5 a viz Gouere e Bro-C’hres. Pa vez damsklaer ar goulenn e vez respontet gant an dud: “ya, harpañ a ran ar gouarnamant” pe “nann, erru on skuizh gantañ”. Broioù zo o deus un doare all d’ober gant ar mouezhiadegoù. E Suis e vezont aozet ingal diwar atiz ar geodedourien. Ur gengevread eo ar Stad. Levezonet eo he bonreizh gant hec’h aozadur. Frañs n’eo ket ur gengevread. Diaes eo d’ar Stad asantiñ votadegoù hep hec’h aotre. Taol-intrudu aozerien mouezhiadegoù Dibab (diwar-benn unaniezh Breizh hag ar frammoù politikel) a ziskouez pegen hir eo an hent c’hoazh a-raok na vefe kemeret e kont disoc’hoù votadegoù a seurt-se gant ar gouarnamant.

Evelkent ez eus peadra da gaout spi. Hiziv an deiz e vez paeet an tailhoù ha meret an ditour yec’hed dre ar Genrouedad… Un deiz bennak e c’hallimp votiñ dre ur poellgomzer. Dont a raio da vezañ toull abegoù ar gouarnamant evit nac’h aozañ muioc’h a referendomoù..

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

  • Soñj & disoñj
    Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.
  • Pennad-stur & Kronikenn
    Gerig ar skipailh hag A-c’hin d’ar blev.
  • Lizheroù & kemennadennoù
    Ul lizher gant Fulup Lannuzel.

Ar bed

  • Bremañ er bed
    Keleier eus Kernev-Veur, Okitania, Kenya, Kanada...
  • Anavezout ar bed
    Kamp-bac’h an Enez Hir etre 1914 ha 1919.
  • Broioù & pobloù
    Maerez nevez Barcelona, Pobloù an Andoù e Douarnenez.

Breizh

  • Bremañ e Breizh
    Jean-Yves Cozan aet d’an Anaon, Dibab, Ti Chistr Breizh...
  • Bevañ e Breizh
    Ar c’hotaioù evit al laezh zo aet da hesk.
  • Bevañ e brezhoneg
    Hent Redadeg 2016, un arload gant BCD, Ai’ta!...

Teuliad

  • Kaout ur blanedenn voutin
    Un diverrañ eus istor Kanaky hag ar Ganaked.
  • Politikerezh, yaouankiz
    Daou bennad-kaoz gant Kanaked.
  • Digeriñ e spered war ar bed
    Komzoù Nunë Luepack, ur filmaozer yaouank.
  • Ur Vretonez e Kanaky
    Soñjoù ur Vretonez zo o chom e Koné.

Sevenadur, dudi, sportoù

  • Levrioù, arzoù, embann
    Skridoù e koun ar skrivagnerez ha barzhez Naig Rozmor.
  • Sonerezh, sinema, c’hoarioù
    Ar soner El Maout ha teir fladenn kaset da Vremañ.
  • Sportoù & yec'hed
    Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar sportoù gouezelek.
  • Petra ober, petra gwelet?
    Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.
  • Boued
    Ur rekipe etre Breizh ha Kanaky ha cookies liesliv..
Prev Next