Bremañ - Niv. 402

Bremañ - Niv. 402

Amañ emañ Bremañ

Emañ en ho taouarn a-benn ar fin, Bremañ mod nevez. Emañ skipailh ar gelaouenn o strivañ evit adtapout an dale a zo bet berniet er mizioù ha bloavezhioù tremenet, ha tamm-ha-tamm e c’hallimp kas Bremañ e koulz hag e kentel… Ur mare etre eo evit izili ar skipailh met dont a raimp a-benn: pasianted hag hiramzer a dalv dek gwech nerzh ha koler! Emichañs e vioc’h plijet gant an danvez a gavoc’h e-barzh ar gelaouenn. Ha dreist-holl, roit deomp da c’houzout ma ne blij ket ar rubrikenn-mañ-rubrikenn deoc’h, pe er c’hontrol, ma kavit plijus-tre al lodenn-mañ-lodenn.

Hag evit teuliad an niverenn 402 (etre ar pajennoù 17 hag 21) hon eus dibabet lakaat ar gaoz war ar c’hoariva.
θεάομαι, theaomai, pe “sellet ouzh, arvestiñ” en henc’hresianeg. Diwar ar verb-se eo bet savet ar ger teatr. Dre ar yezhoù marv, henc’hresianeg ha latin, e komprener eus pelec’h e teu gerioù zo e meur a yezh en Europa. E miz Mae ez eus bet klevet e vije ar yezhoù marv-se en arvar bras gant adreizh ar skolajoù publik. Ober a raje izili gouarnamant Frañs fae outo. Gwir pe gaou, diaes eo gouzout. Anatoc’h eo lavaret ez eus yezhoù bev en arvar. Gallout a reer en em c’houlenn pet a eurvezhioù a chomo evit ar brezhoneg er skolajoù goude an adreizh. Splann eo dismegañs an divizourien bolitikel e-keñver yezhoù ar pobloù trec’het e red an Istor gall.

Chalus eo an arvest-se. Kalz plijusoc’h eo an arvestoù savet e brezhoneg gant strolladoù enno gwir stourmerien. Drezo e c’hall ar Vretoned adperc’hennañ o glad lennegel ha lakaat anezhañ da gejañ ouzh ar vodernelezh.

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh hag A-c’hin d’ar blev.

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù liesseurt bet gant Bremañ.

Ar bed

Bremañ er bed
Keleier eus Skos, Kebek, Norvegia, Okitania...

Anavezout ar bed
Ar pezh a ouzer diwar-benn diskar Enez Pask.

Broioù & pobloù
An emsavadeg zapatour e Chiapas, Mec’hiko.

Breizh

Bremañ e Breizh
Mengleuzioù e Treger, ar c’houlzad Dibab...

Bevañ e Breizh
Traezh bae Lannuon a c’hallo bezañ korvoet.

Bevañ e brezhoneg
Kendalc’h Diwan 2015, gourfenn ar c’hwiz...

Teuliad

Merc’h an eog / Merch yr eog
Ur pezh gant Teatr Piba ha Theatr Genedlaethol Cymru.

Fenoz er c’hoariva
Daou bezh gant Malmanche gant Ar Vro Bagan.

Taolioù nevez ar c’hoariva
Kennerzh an arzoù ha daou bennadig-barn.

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
“Krimi”: romantoù polis Aostria, DVD Istor Breizh.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Berzh ar c’hoarioù video embannet a rannoù.

Sportoù & yec'hed
Ha gouzout a rit petra eo ar Frappadingue?

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Daou rekipe en taol-mañ er rann nevez-mañ.

Prev Next