Bremañ - Niv. 417

Bremañ - Niv. 417

Soñjoù, goulennoù, kinnigoù, oberoù

En niverenn tremen e oa testenioù tud hag o deus kemeret perzh e Diwan en ur mod pe unan all. Hol lennerien ha lennerezed n’int ket chomet diseblant : lod anezhe o deus skrivet deomp evit kemenn e savent a-du pe, da vihanañ, e oant frealzet e vefe lakaet ar gaoz war draoù a daver warno peurvuiañ. Ken pouezus eo Diwan evit hor yezh ken e soñj deomp eo mat gouestlañ div niverenn da-geñver 40 vloaz ar skolioù dre soubidigezh.

Ne oa ket ezhomm da gontañ istor Diwan adarre deoc’h. Chom stanket war an diaesterioù, ar skoilhoù, n’eo ket gwall spletus kennebeut, ha pa rankfent bezañ dielfennet, komprenet ha renket. Ezhomm zo da vont pelloc’h. En em soñjal war an 10, 20 pe 30 vloaz da zont. Dre Ziwan e tremeno dazont ar brezhoneg ha n’eus den ebet hag a vefe kontant e chomfe ar rouedad da grakvevañ evel ma ra hiziv. Peogwir e karomp holl hor yezh ha peogwir e karomp holl Diwan e fell deomp holl tremen d’ur mare nevez. Ra zeuio da wir er bloavezhioù a zeu hunvreoù ha kinnigoù zo kavet en niverenn-mañ.

Ul labour ramzel a vez graet bemdez gant youlidi hag implijidi Diwan. Penaos harpañ anezho da wellaat ha kreñvaat o skolioù ? Dre an diabarzh ha dre an diavaez, moarvat. Bezañ frammet gwelloc’h evit kaout ur rouedad skolioù yac’h, kreñv ha lañsus, koulz e-keñver aozioù micher hag e-keñver pedagogiezh.
Evit kadarnaat ha kreñvaat al labour-se e rankomp sevel un endro lezennel broudus ivez.

Penaos diwanañ da vat hep ur statud evit ar brezhoneg hag unan evit Breizh ? N’eo ket gant ul label “yezh kenofisiel” hepken e vo gwaredet ar yezh, anat. Kalz startoc’h e vo he saveteiñ heptañ avat. N’eus nemet dre ur gwir galloud politikel lec’hel e Breizh e c’hallimp gounit seurt statud. Stourm evit ur gwir galloud er vro a dalvez kement ha stourm evit Diwan. Rak amañ end-eeun eo, e Breizh, e vo kavet ar youl, an dud hag an arc’hant da saveteiñ ar brezhoneg

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha "N’eus netra skianteloc’h !"

Lizheroù & kemennadennoù
Dilhad Naoned prezegenn gant Hubert Reeves...

 

Ar bed

Bremañ er bed
Rusiangerien Latvia, saotradur e New Delhi...

Anavezout ar bed
Ar vorlaeron a oa araokourien sokial anezho.

Broioù & pobloù
Ar sell kronologel war ar pezh a c’hoarvez e Katalonia.

Broioù & pobloù
Ur brezel zo e mediaoù Stad Spagn e-keñver Katalonia.

Breizh

Bremañ e Breizh
Al label “Takad stêr ouez” zo aet gant al Leger.

Bevañ e Breizh
Petra eo perzh ti-gar nevez an Oriant er c’hêroazañ ?

Bevañ e brezhoneg
Agregadur, Dizale, kreizenn Yezhoù ha Sevenadur.

 

Teuliad

Adijinañ ur statud a servij publik evit Diwan
Emañ izili Diwan o klask un diskoulm e-keñver arc’hant.

Kelenn, stourm hag en em soñjal
Pennad-kaoz gant Fanny Chauffin diwar-benn he levr.

Hentoù evit adaozañ Diwan : ar micherelaat
Kinnigoù Bertrand Deléon, skolaer ha bet sindikadour.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Tri levr bet kaset da Vremañ a ginnigomp amañ.

Levrioù, arzoù, embann
Komzoù gant Francis Favereau diwar-benn e levr nevez.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Pladenn nevez Gilles Servat zo bet lakaet er gouloù.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Ur webstirad fentus a vez aozet gant strollad Barzhanoff.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
C’hoari nevez Aplud, peadra da gaout fent a-stroll.

Sportoù & yec'hed
Ur yac’haour dic’hortoz a c’heller gwelet e Beauvais.

Sportoù & yec'hed
Disleksiezh : ur gavadenn a bouez gant Breizhiz.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Skolpennoù mod cordon-bleu ha koulourdrenn farset.

 

Prev Next