Bremañ - Niv. 401

Bremañ - Niv. 401

En em ober diouzh ar gwirvoud

En em ober diouzh ar gwirvoud, setu ar pezh a rankomp ober evit kenderc’hel da embann pennadoù e brezhoneg eus an dibab diwar-benn danvezioù liesseurt. E karta Bremañ e c’haller lenn ar meneg-mañ: “hep mediaoù brezhonek ne c’hall ket bezañ a wir zemokratelezh e Breizh”. Ha gwir eo, ur media a bouez bras evit Breizh hag ar brezhoneg eo Bremañ hag ar media-se n’hall ket mont da get, ur c’holl divent e vefe evit hor yezh hag hor pobl. Met penaos en em lec’hiañ evel media en amzer ar c’heleier prim. N’eus ket a gazetenn bemdeziek vrezhonek siwazh, n’eus ket a radio nag a dele hollvrezhonek e Breizh a-bezh ha n’eus ket –evit poent– a vedia war ar Genrouedad hag a vefe maget bemdez, bep eur, bep munutenn gant doaretaerien strewet e pep lec’h e Breizh hag er bed. N’haller ket mont war ar memes tachenn hag ar mediaoù bras, dre ziouer a goskor hag a beadra.

Tud a-youl vat a zo avat ha gopridi evit o skoazellañ, mennozhioù ha nerzh a zo. Nerzh evit klask kinnig d’hol lennerien danvez ha ne vo ket kavet er mediaoù bras, diwar-benn Breizh, ar brezhoneg, diwar-benn pobloù ha broioù dianav a-wechoù, pe anavezet gant sell ar mediaoù bras hepken, pennadoù diwar-benn ar sevenadur, an arzoù, ar sonerezh, an darvoudoù bras ha bihan, e berr gomzoù, an amzer hag ar bed a vremañ e brezhoneg evit ar vrezhonegerien.

A-benn un nebeud sizhunvezhioù e vo kinniget deoc’h ur stumm nevez d’ho kelaouenn eta: Bremañ, Breizh hag ar bed. En teuliad kreiz e vo displeget petra a dalvez ar stumm nevez-se.
Ur bajenn nevez en istor Bremañ!

TaolennPajennoù PDF

Boko Haram: an Ankou o tremen en Afrika
Freuz ha reuz a vez gant sponterien Boko Haram, e Nigeria da gentañ.

Rusia: ar brezel kuzh
Testeni digant ur Rusian, brezhoneger anezhañ, diwar-benn stad e vro.

D’Istribilh, bier Bro-Bagan
D’Istribilh? Petra an diaoul eo se? Anv ur breserezh an hini eo!

Teuliad ar miz: Ur stumm nevez d’ho gelaouenn

Dek vloaz Ai’ta!
A-benn ar 24 a viz Mae e vo lidet dek vloaz ar c’henstroll Ai’ta! e Tremargad.

Du Galo, dam Yan, dam Vèr!
Ur garta hag ul label evit brudañ ar gallaoueg zo bet savet nevez zo.

Outlander: sevenet penn-da-benn e Skos
Ur stirad nevez-flamm a vez filmet penn-da-benn e Skos: Outlander.

Kop Breizh
Livioù ur skipailh mell-droad zo ur perzh a bouez en identelezh ur c’hlub.

Embann
Levrioù bugale e brezhoneg, levrioù liesseurt all hag an albom Ar Bed kloz.

Kemennadennoù
Ul lizher gant kenbrezidanted ar gevredigezh “Ar Redadeg a di da di.”

Red ar gerioù
Gant Annie Coz e oa aet unan eus Prizioù 2015 evit he levr Bili er mor.

Prev Next