Bremañ - Niv. 418

Bremañ - Niv. 418

Gounit hor boued, adc’hounit hor bed

Da-heul Breujoù ar boued aozet gant gouarnamant Frañs e 2017 e oa sklaer an disoc’h, embannet d’an 31 viz Genver : mat e oa ar c’hinnigoù graet d’an dasparzherien, da lavaret eo pennoù ar gourmarc’hadoù. Diouzh o zu, ar sindikadoù kouerien a oa klouaroc’h o respont, a galz, evit an FNSEA, ha dilaouen-krenn evit ar c’h-Confédération paysanne. Dipitet-mik avat an aozadurioù gwareziñ an endro hag ar yec’hed. Gerioù disouezh en deus distaget ministr an endro, Nicolas Hulot, zokenoc’h.

Re laosk eo an divizoù emezo, gant re nebeud a redi e-keñver reizhañ ar prizioù paeet d’ar broduerien da gentañ. Mennozhioù mat zo bepred er c’hinnigoù hervezo, met dres, mennadoù int chomet. Hep divizoù ha lezennoù kadarn, ha hep doare ebet da gaout gwarantiz e vefent lakaet er pleustr gant budjedoù a zere. Perzhidi al labour-douar bio ne oant ket bet gwall entanet kennebeut gant adreizhadur europat reolennoù ar gounezerezh bio embannet e miz Du 2017. Aotreet ez eus bet d’ober gant louzeier kimiek ouzhpenn ha derc’hel gant al label bio daoust da se. Dre ar bed emañ kouerien oc’h en em unaniñ evit cheñch penn d’ar vazh. Gwelloc’h c’hoazh, pratikoù zo ivez oc’h en em aozañ evit beveziñ en ur mod disheñvel.

Gwelet a reer bremañ pegen krenn eo bet politikerezh “efedusaat” eil hanterenn an 20vet kantved. Kompren a reer pegen don eo bet drast diskar ar c’hleuzioù evit an dour, an douar, ar spesadoù loened ha plant. Politikerezh ar beveziñ hollek zo bet hini an distruj hollek. Gwir eo e talvez ar ger beveziñ kement ha dispenn an traoù (dre an tan) pe foranañ anezhe. Ha ken souezhus-se eo neuze gwelet pegen buan eo aet diskar hor pobl hag he yezh dres war ar memes tro ? Eñvor ur yezh diwriziennet a c’hell steuziañ kuit e-korf daou rummad a lavare Bertrand Luçon er gelaouenn Bretons. “E dibenn an Eil Brezel-bed e oa c’hoazh 50 % eus ar boblañs labour e Breizh o c’hounit douar. Hiziv ez eus a-boan 5 % anezho” a c’heller lenn gant Fulup Lannuzel e niverenn-mañ Bremañ. Aze emañ an dalc’h moarvat : adsevel al liamm ken anat a oa a-raok etre daou benn ar “chadenn” : ar gouerien hag an debrerien, ni-holl.

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha "N’eus netra skianteloc’h !"

Lizheroù & kemennadennoù
Daou lizher ha kemennadennoù liesseurt...

 

Ar bed

Bremañ er bed
Keleier a v-Mec’hiko, Ghana, Katalonia, Korsika...

Anavezout ar bed
Prouet eo bet e oa bet eus brezelourezed viking.

Broioù & pobloù
Salah Hamouri zo toullbac’het bepred gant Israeliz.

Breizh

Bremañ e Breizh
Ar greizenn istor-ha-dudi “Le Ꝃ”, e Gwened.

Bremañ e Breizh
Hag anavezout a rit ar gevredigezh MAB ?

Bevañ e brezhoneg
Start an traoù evit Divskouarn. Divi Kervella aet da Anaon.

Bevañ e brezhoneg
An anvioù-bihan brezhonek hag ar velestradurezh.

 

Teuliad

Magañ an dud pe magañ an arc’hant ?
En em gavout a ra an dud e-kreiz ar roudour...

Evit ul labour-douar graet gant kouerien
Komzoù Yvon Cras eus ar c’h-Confédération Paysanne.

Liamm an douar
Evit adc’hounit douaroù labour evit ar gouerien nevez.

Vía Campesina
Luskadoù kouerien lec’hel bodet en ul luskad bedel.

Avaloù burzhudus Kimura Akinori
Istor souezhus ha skouerius ur produer avaloù japanat.

Rusia hag al labour-douar
Tammoù keleier berr diwar-benn strategiezh Rusia.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Ur sell adarre war Fin ar Bed, ar stirad brezhonek.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Ar soner ha kaner Fats Domino zo aet da Anaon.

Sportoù & yec'hed
Ar gevredigezh Surfexplore a gantren dre ar bed.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Byriani, riz Basmati gant legumaj (ha hep kig).

 

Prev Next