Bremañ - Niv. 419

Bremañ - Niv. 419

Ur redadeg... evit an amzer-da-zont

Da betra redek ? Evit ar yezh ! Ha da betra redek evit ar yezh ? Evit saveteiñ anezhi, kredapl ! Ha pet kilometr a vo c’hoazh evit lakaat ar brezhoneg da gaout trec’h ? Hañ... Sifroù all, fetisoc’h, nec’husoc’h, zo war hon spered. Pet bugel a zesk brezhoneg er skol, neuze ? 17 758 er bloaz-mañ, diwar 867 000, da lavaret 2 % eus ar vugale e Breizh. Pet anezhe a gendalc’ho d’ober gant ar yezh goude ar skol ? Un drederenn ? Ur c’hard ? 2 % ? Goût a ouier emañ ar braz eus ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed war an oad. Dek vloaz zo e oa bet embannet e oa e-tro 200 000 a dud a ouie hor yezh. Pet zo aet diouzhimp abaoe ? Pet familh vrezhonek zo bremañ ? Dall omp war gement-se. Sifroù a vo embannet a-raok an hañv, dre un enklask kaset diwar atiz Kuzul-rannvro Breizh. Trellet e vo hon daoulagad gant o c’hrizder marteze, avat. Piv a redo evit ar yezh a-benn ugent, tregont, hanter-kant vloaz ? Evel ur spesad plant pe loened en arvar emaomp, war ribl islonk an dremenvan. Redek evit ma vo bepred eus komzerien en hor yezh ! Sed ar pezh zo bet graet a-lazh-korf gant tud pennek abaoe kant vloaz pe ouzhpenn. Diwar-bouez o labour emaomp-ni hiziv o vrezhonegañ, daoust da bep tra. Evel evit gwareziñ an natur pe gwirioù an dud koulskoude, n’hell ket an hiniennoù, n’eus forzh pegen mennet e vefent, sammañ seurt kefridi o-unan-penn. Un nerzh-stroll a rank harpañ anezhe da cheñch penn d’ar vazh. Ur steuñv evit saveteiñ ar yezh ? Emañ izili Deskiñ d’An Oadourien (DAO) o prederiañ war se. Kant diskoulm warn-ugent n’eus ket : stummañ brezhonegerien ha brezhonegerezed nevez zo d’ober. N’eo ket dre degadoù bep bloaz, pe kantadoù zoken, dre viliadoù ne lavaromp ket. Tud emskiantek, pare da aozañ, sevel, bevañ dre ar yezh diouzhtu ha fonnus. Penaos ? Ur gourlamm politikel zo da c’hounit evit-se e Breizh, hep mar. Ha dao en hent-se ivez, ha redomp a-zevri !

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha "N’eus netra skianteloc’h !"

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù liesseurt.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Marv ur Breton en Afrin, ar rapour katalan kondaonet...

Anavezout ar bed
“Dornskrid Leiden” miret mat e levraoueg Leiden.

Broioù & pobloù
Tammoù keleier diwar-benn yezhoù Afrika ar C’hornôg.

Breizh

Bremañ e Breizh
Levr nevez U.D.B. : adkinnig rag ha perag ar stourm.

Bremañ e Breizh
Ur wech e oa... Ar bleizi e Breizh, debrerien tud ?

Bevañ e brezhoneg
Enez-Vaz : ur staj brezhonek evit ar familhoù gant KEAV.

 

Teuliad

Loc’hañ gant nerzh
Pennad-kaoz gant Bernez Rouz, prezidant Ti ar Vro Kemper, a zegemero abadenn loc’hañ Redadeg 2018, an dibenn e Plougerne, perzh ar vesened...

Raktresoù da soukañ warno !
Un tañva eus an 9 raktres a vo harpet gant ar Redadeg.

Taol-salsa Penn Salsardin
Pennadig-kaoz gant Marine Lavigne, kanerez.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Piv e oa ar filozofour breton Jules Lequyer ?

Levrioù, arzoù, embann
Ul levr divyezhek da-geñver 40 vloaz ar skolioù Diwan.

Levrioù, arzoù, embann
Ul levr bugale, ul levr diwar-benn Elzas hag ur bladenn.

Sportoù & yec'hed
Intrailmuros : redek e kêr gloaz Sant-Maloù da noz.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Merluzed gant salikorn ha mufinoù gant frouezh ruz.

 

Prev Next