Bremañ - Niv. 420

Bremañ - Niv. 420

Diskar pe saveteiñ : un diviz politikel

Daouzek vloaz zo en doa Jean-Guy Talamoni, prezidant Strollegezh Unan Korsika bremañ, dibunet ur brezegenn dirak perzhidi Skol-veur Yaouankiz Breizh, e Karaez, evel ma c’heller lenn er pennad-skrid p. 20-21. Anv a oa kalz eus ar c’horseg en e brezeg, stad ar yezh hag he flas er gevredigezh. Evitañ e oa an digarez e vefe ar yezh un dalc’h prevez unan touellus. Daoust m’en doa bet eñ ar chañs da zeskiñ korseg er gêr hag e straedoù Bastìa, ne c’hell ket an darn vrasañ eus Korsiz ober kemend-all hiziv. Cheñchet-mik eo ar gevredigezh abaoe amzer e vugaleaj. “Hiziv an deiz, en un niver re vras a familhoù n’eus den deuet ebet ken hag a ouife korseg. E porzhioù ar skolajoù e komzer galleg ennañ bruzhun korsegadurioù. Petra d’ober neuze ? Goulenn digant o zud ma strivint ? Petra ’virfe ? Ne rafe droug da zen. Un touell eo soñjal e tiskoulmimp ur gudenn dre volontez vat an holl koulskoude. Dre ar seurt retorik e c’hellfen embann n’eus ken nemet goulenn digant an dud ma vint jentil hag onest evit kavout penn d’ar felliezh ! Aes e vefe, n’hor befe ket ezhomm da gaout a Bolis ken ! Bezomp sirius : distroadañ ar c’horseg zo bet divizet pell zo, er par politikel, hag araezioù politikel zo bet lakaet er pleustr evit se. Er par politikel e rank an traoù tremen bremañ evit saveteiñ ar yezh”. Gant diaesterioù difin ar skolioù, re Diwan hag ar c’hlasoù divyezhek publik ha prevez, re ar c’hevredigezhioù a bled gant ar bugaligoù (Divskouarn hag ar magourioù), an diouer a steuñv hollek evit stummañ tud deuet niverus, e komprener eo bet dilezel betek re an dachenn bolitikel gant ar Vretoned, hag ar vrezhonegerien da gentañ. Ingal e klever eo arabat soñjal e c’hell tremen an traoù e Breizh er memes mod hag e lec’h all. Talamoni a lavare koulskoude e 2006 e oa “ret kemer skouer diwar ar re zo deuet a-benn. [Ar re-se] a ziskouez n’eo ket tonket ar c’horseg d’an diskar. Er youl politikel emañ an dalc’h”. Hon doareoù deomp-ni hon eus da gavout hag hon hent da zifraostañ, hep mar ebet. Kaout palioù uhel ha termenet spis avat, diwar ar pezh a weler e lec’h all, a c’hell kreñvaat ar gwask zo da lakaat war ar bolitikerien. Petra a fell deomp-ni kaout ? Ur “yezh mirdi” evit ar studi, troet war an amzer dremenet hepken ? Ur “yezh touristel” evit an dudi, diskoachet bep a vare ? Ur yezh n’hell ket bezañ drezi hec’h-unan. Stag eo dre ret ouzh an dud. Ar pal saveteiñ ar yezh zo ereet ouzh an doare kevredigezh a fell deomp kaout e Breizh. Politikelat kraf, ma’z eus unan.

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha "N’eus netra skianteloc’h !"

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù liesseurt.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Istor ar Balestinadez Ahed Tamimi, Mariano Rajoy...

Anavezout ar bed
An astrofizikour Stephen Hawking zo aet d’an Anaon.

Broioù & pobloù
Sell ar skolveuriad kurd Salih Akin war stad e bobl.

Broioù & pobloù
Mouezhiadeg war an diforc’hañ en Iwerzhon.

Breizh

Bremañ e Breizh
Festival ar Stourmoù e Plougonveur, manifestadeg Diwan...

Bevañ e Breizh
Kaieradoù brezhonek daou veleg zo bet diskoachet.

Bevañ e brezhoneg
Ul labour enklask diwar-benn ar familhoù brezhonek.

 

Teuliad

LJean-Guy Talamoni, breutaer ar pobloù a stourm
Piv eo prezidant broadelour Strollegezh Unan Korsika ?

A Festa di a Nazione
Ur gouel broadel anofisiel lidet gant Korsikiz niverus.

Une vie violente
Ur film fromus diwar-benn metoù an emsav korsat.

Kleweled korsat pe kleweled korsek ?
Ar gevredigezh Fiura Mossa a bled war an advouezhiañ.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Ar Bonedoù ruz a vo kinniget adarre gant Ar Vro Bagan.

Levrioù, arzoù, embann
Levr Tierry Magot war an islam dre savboent ur Breton.

Levrioù, arzoù, embann
Un dibab levrioù ha pladennoù kaset da skipailh Bremañ.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Meskl gant sistr ha larjezennoù ha gwispid chokolad..

 

Prev Next