Bremañ - Niv. 421

Bremañ - Niv. 421

Kêrioù en o bleud gant o yezhoù

Donedigezh Unaniezh Europa er politikerezh hag ekonomiezh lec’hel en doa lakaet Bretoned zo da vagañ spi e tigorfe speredoù an dud etrezek al liesyezhegezh er vuhez foran. Aet eo an traoù war-raok e lec’hioù zo evit ar brezhoneg, evel e Pluguen, diwar atiz dilennidi-kêr youlek. Evit Yannig Menguy, dileuriet evit ar brezhoneg en Ti-kêr eno [s.o. p. 20-22], eo a bouez bras an eskemmoù sevenadurel gant broioù europat all evel Kembre [s.o. p. 20-21]. Niverus-tre eo ar gevelladennoù kumunioù etre Breizh ha Kembre. Reiñ a ra tro d’an dilennidi-kêr da gompren penaos e c’hell ar yezhoù – hag o c’homzerien – kenvevañ.
Reiñ tro da welet ha da glevet hor yezhoù d’an dud e kêrioù zo un doare splann da ziskouez ez eus anezhe hag ez eus tud, amezeien dezhe, a ra gante bepred war ar pemdez. Siwazh, en doare ma vez frammet ar speredoù er Stad c’hall eo gwall ziaes da galz a dud asantiñ d'an dra-se. Anv zo en niverenn-mañ eus kêrioù ma kaver div, teir pe beder yezh gwechoù zo, kichen-ha-kichen. Gwelet a reer an diouer a breder hag a youl war gement-se eus perzh hon dilennidi gant c'hwitadenn panellerezh metro Roazhon (evit ar brezhoneg koulz hag evit ar gallaoueg) ha gant an diaester da lakaat er pleustr ar pezh a oa bet divizet evit brezhonekaat tramgarr Brest. Dedennus eo soñjal e oa Bretoned ar mareadoù kent kalz muioc’h en o bleud gant o yezhoù, betek kavout meneg eus kêrioù ha takadoù zo evel reoù liesyezhek e skridoù kozh. Evel ma vefe aet da hesk oueskter ar Vretoned d’ober gant meur a yezh war ar pemdez.
Er bloavezhioù tremen ez eus bet savet bodadoù keodedourien e kêrioù zo (Brest, Kemper, Roazhon...) evit sachañ evezh an dilennidi, kinnig traoù ha goulenn groñs ma vefe lakaet ar brezhoneg war wel ha war glev. Kreñvaat, efedusaat ha lieskementiñ ar bodadoù-se a vo moarvat ur bazenn a bouez ruz evit derc’hel birvilh ar yezh en amzer-da-zont. Ne c’hello ket, a-dra-sur, mont o labour mat war-raok hep un harp fetis a-berzh ensavadurioù bras o c'halloud dre lakaat cheñch tro-spered ar Vretoned ha reiñ c’hoant dezhe da berc’hennañ ho yezh(où) dibar, en ur mod lañsus ha peoc’hus.

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha "N’eus netra skianteloc’h !"

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù liesseurt.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Ur vouezhiadeg a bouez zo bet e Suis e miz Meurzh.

Anavezout ar bed
Er bloaz-mañ e vefe Karl Marx 200 vloaz.

Breizh

Bremañ e Breizh
Istor ur skolajiad a ziskouez ez eus tud a-dreñv ar sifroù.

Bevañ e Breizh
Emañ roudoù Kerbêr e Brest o vont da get.

 

Teuliad

Piv en deus klevet kaoz eus Lendava ?
Tennañ a ra tud Lendava o mad eus o yezhoù lies.

Szentgotthárd – Monošter – St. Gotthard
Tost da Aostria ha Slovenia emañ ar gêr hungarat-se.

Tafwyl
Ur festival e servij politikerezh yezh Kembre.

Brezhoneg en ti-kêr : bezañ war evezh dizehan
Troc'h-kaoz gant Yannig Menguy, kuzulier-kêr e Pluguen.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Ugentvet festival Yaouank a vo aozet er bloaz-mañ.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Troc'h-kaoz gant mouezhioù Un homme est mort.

Sportoù, yec’hed
Gouzout hiroc'h diwar-benn ar c’hleñved-mor.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Daou rekipe gant Mich “Lipouzenn ar sorserez” Beyer.

 

Prev Next