Bremañ - Niv. 422

Bremañ - Niv. 422

Ar brezhoneg e-kreiz ar roudour bepred... ha kresk-dour zo

Unnek vloaz zo e oa bet embannet gant Arsellva Ofis ar Brezhoneg an eil danevell hollek war stad ar yezh, Ar brezhoneg e-kreiz ar roudour e oa he zitl. E niv. 315 Bremañ e oa graet anv eus evezhiadennoù pennañ an Arsellva. [1] En em harpañ war emzalc’h nevez ar Vretoned o deus komprenet emañ o yezh en arvar. [2] Lakaat er pleustr ur gwir raktres evit saveteiñ ar yezh, unan a ranko bezañ savet buan ha gant youl. [3] Krouiñ ul luskad etre ar Stad, an departamantoù, ar c’humunioù, an ensavadurioù barrek a-benn diorren ar brezhoneg war hir-dermen. [4] Emañ benveg ar politikerezh yezh gant Rannvro Breizh, Ofis ar Brezhoneg. Rankout a ra an aozadur bezañ kreñvaet hag e gefridi kadarnaet”. Diwar ar pevar c’hraf, n’eus nemet an hini diwezhañ zo bet kaset da benn, ha c’hoazh, kavout da abegiñ e c’heller war ar c’hreñvaat... Evit an eil kraf e c’heller menegiñ memes tra un araokadenn a bouez gant politikerezh yezh Kuzul-departamant Penn-ar-Bed hag e steuñv a dalvezo betek 2021. N’eus nemet en departamant-se ez eus bet ar seurt taol-intrudu-se, siwazh. N’heller ket lavaret e vefe ul luskad etre ar Stad, an departamantoù hag ar c’humunioù betek-henn. Lod a ra o seizh gwellañ evel-just (ne lakaomp ket ar Stad en o zouesk, anat deoc’h), met dizunvan eo an traoù. Ar c’hraf kentañ zo marteze unan eus ar re skoempañ. Mard eo gwir eo bet komprenet gant an darn vrasañ eus ar Vretoned emañ ar brezhoneg en arvar, daoust hag emouez int ouzh an dra-se da vat, ha broudet e vezont da gemer perzh e mod pe vod el labour adpiaouañ hag advuhezekaat ar brezhoneg ? En ur blegenn iskis e c’hellfemp en em gavout m’eo gwelet mat ar brezhoneg gant ar brasañ niver eus ar Vretoned... pa n’eus ket bet gwech ebet ken nebeut a vrezhoneg en o buhez ! Seblantout a ra ar brezhoneg bezañ par da girzhier ar vro : adlavaret eo bet gant izili Bretagne Vivante, ez ae an niver anezho war ziskar bepred, daoust d’o ferzhioù dibar bezañ anavezet mat, dre ma nez vezont ket gwarezet, kempennet hag advuhezekaet gant gwez nevez. Kollet o deus an dud (kouerien, dilennidi, hag ar re all) talvoudegezh o bezañs. Seblantout a ra dezhe int ur skoilh tra ma warezont an dour ha struj an douar.... Ar pezh a vo pinvidigezh hor bro er c’hantvedoù da zont.
Ha mouezhiadegoù lec’hel a c’hellfe bezañ aozet (war batrom luskad Dibab e-keñver an adunaniñ ?) evit reiñ tro d’an dud da reiñ o soñj war statud ar yezh hag he dazont ? Kement-se a c’hellfe magañ kaozeadennoù ha prederiadennoù dre ar vro, er boblañs ledan. Gant disoc’hoù ar sontadeg nevez aozet gant ar Rannvro en deus ar brezhoneg, en ur mod, gwisket e jiletenn velen ouzhpenn e voned ruz hag enaouet e fuzeenn argoll...

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha "N’eus netra skianteloc’h !"

Lizheroù & kemennadennoù
Bruderezh Toutouig, kelaouenn nevez Keit Vimp Bev.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Autscape, ur vodadeg tud aotek e Tonbridge, Bro-Saoz.

Anavezout ar bed
Emañ hor bed o koll e laboused, abalamour deomp ?

Broioù & pobloù
Piv e oa an Tad Lemire, diazezer al liorzhoù pobl ?

Breizh

Bremañ e Breizh
Stad kirzhier ar vro, afer Fañch, sinadeg Breizh Unvan.

Bevañ e Breizh
Un davarn nevez zo e Naoned, blaz Breizh dezhi.

Bevañ e Breizh
Livioù Breizh dic’hortoz e kêr Dinarzh.

Bevañ e brezhoneg
Dek vloaz zo e oa bet roet e yezh wir d’ur film.

 

Teuliad : Enklask war ar yezh, ober ul lamm pe kaout lamm

Sontadeg nevez : ar brezhoneg etre daouarn e ankoù ?
Un nebeud soñjoù maget da-heul embann ar sontadeg.

Soniñ glaz ?
Dielfennadur ha kinnigoù Klaod-Yann Ruyet.

Yezh ha politikerezh
Boued spered diwar labour Joshua Fishman.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Touellwel, albom nevez an daouad ar Gall-Carré & Moal.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Ar pladennoù Ar Violoñsoù douar ha Mil Hent.

Levrioù, arzoù, embann
Tonkad souezhus al levr-CD Kan ar Bed (Bannoù-Heol).

Levrioù, arzoù, embann
Ul levr ennañ bommoù buhez ar Breizhad Albert Couée.

Levrioù, arzoù, embann
Un dibab levrioù kaset da skipailh Bremañ.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Voulouzenn botiron ha tartezennoùigoù sitroñs.

 

Prev Next