Bremañ - Niv. 400

Bremañ - Niv. 400

400 Ur sifr eo.
Gellout a ra bezañ muioc’h eget ur sifr.

Evit bezañ muioc’h eget ur sifr e tle diskouez frouezh ul labour dizehan abaoe krouidigezh hor c’helaouenn. Hir eo bet an hent etre an niverennoù kentañ eus Bremañ, luc’heilet ha krafennet, hag ar stumm diwezhañ liesliv, maketennet en un doare micherel. E-pad ar bloavezhioù tremenet o deus degaset an holl berzhidi o youl hag o nerzh evit reiñ d’ar vrezhonegerien ur gelaouenn viziek e brezhoneg.

Fellout a ra da Skol an Emsav kenderc’hel da ginnig ur benveg kelaouiñ a daolo ur sell breizhat ouzh ur bed a gemm fonnusoc’h-fonnusañ. Penaos e vo graet? Gant piv? Ezhommoù hag amzer-da-zont.

Aozet e vo un devezh labour d’ar 14 a viz Meurzh e Roazhon evit prederiañ diwar-benn an dalc’hoù-se. Tennet e vo splet eus ho respontoù deoc’h-c’hwi, hol lennerien, ho peus adkaset hor goulennaoueg “Bremañ ha c’hwi” deomp.

Ur glaoustre eo. Gounezet e vo a-drugarez d’an holl vrezhonegerien, a-drugarez deoc’h.
Ma’z oc’h dedennet gant hor c’hinnig e vo tizhet ur sifr all en dazont, ur sifr ken bras ma’z eo dianav c’hoazh.

TaolennPajennoù PDF

Ar re binvidik-mor, dreist-keodedourien pe laeron ?
Hor c’henskriver Yann-Loeiz Kabell en deus savet al lizher kounnaret-mañ.

Brezel Inizi Maloù,  ouzhpenn tregont vloaz war-lerc’h
Penaos emañ kont gant Inizi Maloù hag Arc’hantina ha Breizh-Veur?

Island, hunvreoù hag aluminiom
Un Islandadez a ginnig he soñjoù diwar-benn stad an traoù en he bro.

Dour en o daoulagad
Emañ gouarnamant Iwerzhon o klask lakaat un dell nevez war an dour.

Teuliad ar miz: Mirlec’h ec’hon an natur eo ar mor

Ya! Tapet he deus he dek vloaz!
Niverenn 500 ar gazetenn sizhuniek Ya! zo bet embannet nevez zo.

René Vautier, stourm dre ar c'hamera
E penn kentañ ar bloaz e oa aet ar filmaozour René Vautier d’an Anaon.

Embann
Emsav hag Istor, An avel en haleg ha Chaokañ mizer zo bet lennet nevez zo.

ConsoBreizh
Ur bajennad titouriñ hag alioù fur evit ar pemdez gant ConsoBreizh.

Kemennadennoù

Harpañ Skol an Emsav
Mennet da harpañ Skol an Emsav, aet e oa ar stajidi da aozañ ur fest-noz.

Prev Next