Bremañ - Niv. 399

Bremañ - Niv. 399

Republik ha demokratelezh n’int ket unan

Skoet eo bet Pariz, ha Frañs da-heul, gant gwall­daolioù e miz Genver. Euzhus ar pezh zo c’hoarvezet. Euzhusoc’h, a galz, ar pezh a c’hoarvez bemdez er bed a-bezh ha betek en Europa. Soñjal a c’haller, da skouer, en Ukraina pe er reuzeudien a lezer da veuziñ a viliadoù er mor Kreizdouar...

Niverus-tre eo bet ar Vretoned o vanifestiñ d’an 11 a viz Genver. E-tro 500000. Ur Breizhad diwar dek. Kalz uheloc’h eget feur etre Frañs eta. Evit petra pe a-enep da betra e oant o vanifestiñ avat? Difenn ar gwir da lavaret e soñj, sevel a-enep ar faskouriezh ha pa vefe livet buan-ha-buan e gwer, sed a oa e penn al lodenn vrasañ moarvat.
Ret eo gwelet petra a vo graet eus al lusk kaer-se bremañ. Pebezh digarez brav evit hol lakaat holl da ganañ o Marseillaise, a-unan... Kan broadel brezelgar ma’z eus.

Ni, amañ e Breizh, a oar ervat penaos republik ha demokratelezh n’int ket unan, siwazh. Disrannet Breizh bepred a-enep youl ar bobl, berzet ar brezhoneg er vuhez ofisiel, skoilhoù a vil vern lakaet war hent an dud a ro o buhez da saveteiñ ar pezh a c’hall bezañ saveteet anezhañ c’hoazh ha da sevel un dazont dezhañ dreist-holl. Penaos ’ta e c’hallfemp en em santout a-unan gant ar republik-se a gendalc’h n’eo ket hepken da zinac’h ar pezh ez omp, met d’ober he seizh gwellañ d’hor peurziverkañ evel pobl.

Distaget eo bet ar ger “apartheid” gant ministr kentañ Frañs. Dezhañ da vont betek-penn bremañ. Penaos e oa bet lakaet fin d’an apartheid e Suafrika gant Nelson Mandela? Oc’h embann e oa ur vro ganevedenn eus Suafrika. Poent eo eta da Frañs embann ez eo ur Stad liesvroad, ur republik kanevedenn.

TaolennPajennoù PDF
  • Kleñved viruz Ebola: etre drouk hag aon
    Kenderc’hel a ra reuz kleñved viruz Ebola e Stadoù afrikan zo hag er mediaoù.
  • Luskad Pegida en Alamagn: manifestadegoù a-enep an estrañjourien
    Klevet ez eus bet kaoz kalz eus Pegida, ul luskad enep-estrenien en Alamagn.
  • Marc’had treuzatlantek: n’eo ket echu ar stourm
    N’eo ket echu an divizoù tro-dro d’an emglev ekonomikel treuzatlantek.
  • Pep hini e vlaz
    Emañ Citroën e soñj kinnig un DS3 gant toennoù dezho livioù broioù zo
  • Teuliad ar miz: Robespierre, sklêrijenn ha dallentez
  • Telloù lec’hel ha TGO: bepred re ha direizh evit ar re izel o gopr
    An telloù lec’hel hag an taos war ar gwerzh ouzhpennet : direizh da vat?
  • Old Firm day in Glasgow
    An Old Firm e Glasc’ho: ur perzh dibar eus istor ar vell-droad e Bro-Skos.
  • Guy Étienne (1928-2015)
    Aet eo Guy Étienne d’an Anaon d’ar 6 a viz Genver 2015.
  • ConsoBreizh
    Ur bajennad titouriñ hag alioù fur evit ar pemdez gant ConsoBreizh.
  • Kemennadennoù
  • Paol al Louarn adc'hanet
    Levrenn gentañ Paotr Louarn, gourharoz Louarnig, zo bet embannet nevez zo.
Prev Next