Bremañ - Niv. 423

Bremañ - Niv. 423

Petra zo en un anv bennak ?1

Dres pa oamp o klozañ an niverenn-mañ, gant pennadoù hor pennskridaozer Samuel Julien war Republik Makedonia, e oa an divizoù etre ar Stad yaouank-mañ hag hini Gres o c’hoarvezout, evit klask diluziañ kudenn anv ar vro. E-kreiz ar sach-blev etre an div Stad emañ perc’hennañ un anv ha drezañ piaouañ an ijin stag outañ : ur glad, un hêrezh, evel ma c’hellit lenn dre ar munud en teuliad [s.o. p. 18-23]. Nerzh a c’hell tud, pobloù, broadoù ha Stadoù tennañ diwar ur seurt anv, treuzet an Istor gantañ hag anavezet dre ar bed (pe un darn anezhañ da vihanañ). E-keit-se, tostoc’h dimp, e oa dilennidi eus Elzas o klask marc’hata, well-wazh, adsavidigezh ur stern melestradurel dezhañ an anv “Elzas”. D’an 23 a viz Genver e oa bet skignet un abadenn Enquêtes de Régions gant France 3 “Breizh”, war an tem “Bretagne, Pays-de-la-Loire : un mariage raté ?”. E-kerzh an diviz en doa an douaroniour Jean Ollivro lakaet ar gaoz war spletoù sevenadurel, kevredigezhel, ekonomikel, politikel hag ekologel memes, an anvioù. Arouez mennerezh ur gumuniezh tud eo un anv bro. Drezañ e struj ijin, youl, intrudu an dud zo o chom eno. Evitañ, diverkañ anv “Breizh” (pe “Bretagne”) evit lakaat anv ur roud-avel ha n’haller ket lec’hiañ ennañ e-unan, a vefe ur farsite e pep keñver, ur vezh, ur freuz-spered zoken. Nebeut amzer war-lerc’h e oa bet lennet er c’helaouennoù e oa bet nac’het ouzh aozerien “Le Voyage à Nantes” gant servijoù Rannvro Breizh lakaat o frogramm touristel e-touez ar c’hinnigoù dezhe al “label” breizhat... Evel gant “Makedonia”, graet e vez gant “Breizh” (erfin, gant “Bretagne” dreist-holl) evit envel traoù disheñvel [s.o. Bremañ, niv. 393-394]. Nac’het e vez ouzh Breizhiz zo, re Bro-Naoned, ober gant an anv-se ha tennañ o mad anezhañ. Er c’hontrol-fed, politikourien zo ha pennoù mediaoù zo a glask sankañ un anv all en o spered, “Liger”, stag ouzh un dachenn disheñvel hag implijet gant tud all c’hoazh (traoñienn al Liger, departamant al Liger...). Gant gwir abeg, Breizhiz ar Gevred a c’hell rebech da re ar Gwalarn mirout anv “Breizh” evito o-unan, ha goulenn ma vo graet “Rannvro Norzh Breizh” pe “Rannvro Gwalarn Breizh” eus Rannvro Breizh, war batrom Republik Norzh Makedonia... Danvez un danevell pe ur romant a lavarfe Erwan Hupel [s.o. p. 26-27], marteze ?

skipailh Bremañ

1. Diwar Romeo ha Julieta gant William Shakespeare (Embannadurioù Al Lanv, 2007).

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha "N’eus netra skianteloc’h !"

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù liesseurt bet kaset d’ar gelaouenn.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Saotret e vez ar bed gant sklêrijennoù an dud en noz.

Anavezout ar bed
Loened zo a c’hell tec’hel rak ar marv, pe dost.

Broioù & pobloù
“Bleiz” Gavaudan ur c’hevrin ken korvigellek atav...

Breizh

Bremañ e Breizh
Geriadur Rostrenenn gant notennoù Laeneg niverelet.

Bevañ e Breizh
Un ostaleri mod nevez e kumun Gwipedel.

Bevañ e brezhoneg
Pennad-kaoz gant Patrig Drean, stummer war ar yezh.

 

Teuliad : Republik Norzh Makedonia, kizellañ ur vroadelezh

Anv Makedonia, hêrezh daonet Aleksandr Veur
Sach-blev zo abaoe bloavezhioù tro-dro d’an anv.

Skopje, kêr-benn he mil delwenn
Ur sell broadelour evit kempenn ha kinklañ ar gêr-benn.

VMRO, eñvorennoù lorc’hus ur strollad stourmerien
E Skopje e vez enoret forzhik stourm ar strollad VMRO.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Levr nevez ar bredelfenner Jean-Yves Broudic.

Levrioù, arzoù, embann
Ur c’hendiviz war al lennegezh e yezhoù bihanniver.

Levrioù, arzoù, embann
Ul levr da lenn ha da selaou hag ur bladenn.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Eil koulzad C’hwi a gano a vez skignet bremañ.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Ur pennad-kaoz gant ar ganerez Gwennyn.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Kouign Ened gant ur banne gwin hipokras, che !

 

Prev Next