Bremañ - Niv. 398

Bremañ - Niv. 398

Bremañ e 2015 Setu-ni e 2015 hag an niverenn-mañ oc’h en em gavout gant dale ganeoc’h c’hoazh, siwazh. Daoust da bep tra, a-benn daou viz e vo tizhet niverenn 400 Bremañ. Ma n’eo ket dister, pell a se, n’eo ket sellet ouzh an amzer dremenet a fell deomp. Kemer an niverenn 400 da zigarez evit gwelet petra eo hor perzh er c’helaouiñ brezhonek ne lavaromp ket. Ha diwar-se gwelet penaos bezañ an efedusañ ar gwellañ evit tizhout ar pal zo lakaet e karta Bremañ: “Unan eus diazezoù an demokratelezh eo ar gwir da vezañ kelaouet ha d’ober e soñj drezañ e-unan. Pal Bremañ eo bezañ ur benveg e servij ar geodedourien vrezhonek. Hep mediaoù brezhonek ne c’hall ket bezañ a wir zemokratelezh e Breizh.”

Trugarekaat an holl goumananterien a fell deomp hag ispisial ar re a gas deomp un tammig muioc’h eget gwerzh o c’houmanant. A bouez bras eo. Hepto e vefe diaesoc’h c’hoazh derc’hel da embann. Re izel eo niver ar goumananterien avat. Nag alies e vez klevet tud o lavaret e kavont boued e Bremañ, e plij dezho ar mod m’eo kinniget. Pa c’houlenner ha koumanantet int avat e klever alies n’int ket. Da skipailh Bremañ da brederiañ evit bastañ gwelloc’h da ezhommoù al lennerien a vremañ. Netra hegasusoc’h, gwir eo, eget ar soñj e tlefed bezañ koumanantet dre “zever”, peogwir ez eo brezhoneg. Ma ne gav ket an den e gont er gelaouenn, abeg ebet da goumanantiñ. Met ar pezh a ranker kompren eo ez eo ur c’helc’h-bac’h. Ma vije kreñvoc’h ar gelaouenn a-fet arc’hant, niver a lennerien, niver a skriverien e c’hallfemp ober gwelloc’h, anat eo. Un istor a fiziañs eo. Ho pet fiziañs e Bremañ, kemerit perzh en he stourm, rak ur stourm e chom embann ur gelaouenn vrezhonek.

Gant an niverenn 400 o tostaat hag ar bloaz nevez o kregiñ ez eo a bouez bras deomp gouzout gant petra e vezit plijet pe displijet er gelaouenn. Petra a garfec’h lenn, peseurt keleier a garfec’h kavout e Bremañ? War peseurt skor e plij deoc’h ar muiañ lenn keleier, paper pe Internet? Skrivit ho soñj deomp! Servijout a raio da vagañ ar preder hag hor sikour a raio da zigeriñ hentoù nevez.

TaolennPajennoù PDF

Benin: ur vro a-boan stabilaet o vourbouilhat
Penaos emañ kont gant Stad Benin, ur c’hroashent eus Kornôg Afrika anezhi.

Dispac’h e Rojava! Dispar eo Rojava? Kurded Siria oc’h adijinañ an demokratelezh
Emañ Kurded Siria, e Rojava, oc’h aozañ un doare demokratelezh dibar.

Brezeliñ evit estrenien: skouer brezel ar Voerien
A-hed an Istor o deus bet tro tud da vont da vrezeliñ evit estrenien.

Teuliad ar miz: Katalonia, ur vro he gouelioù ganti digor

Trouz e ti-gar Plouared: dibenn un hir a stourm?
Ha divyezhek da vat e vo ti-gar Plouared Treger a-benn ar fin?

Ma skrid, ma yezh, ma bro!
Studi ar skridoù kozh a vez levezonet gant meizadoù broadelour alies-mat.

Foeterien: Onan hag oll!
Ur pennad kensavet gant perzhidi Foeterien gant Gwengolo Filmoù.

Embann
Un dornad levrioù bet kaset da skipailh Bremañ.

ConsoBreizh
Ur bajennad titouriñ hag alioù fur evit ar pemdez, gant ConsoBreizh.

Redek evit reiñ lusk d'ar yezh
Disoc’h Redadeg 2014, gant ar sammad dastumet hag ar pezh a vo harpet.

 

Prev Next