Bremañ - Niv. 397

Bremañ - Niv. 397

Kernev-Veur, ken pell ha ken tost… Kernev-Veur… Un tamm douar en tu all da Vor Breizh. E Stad Breizh-Veur. Ha ni, e Stad Frañs. Gwallzarvoudoù an Istor… Petra ’reoc’h?
Mat eo lavaret hag adlavaret ez eo Kernev-Veur ar vroad tostañ deomp e pep keñver. N’eus ket da glask pemp troad d’ar maout. Aze emañ hor breudeur hag hor c’hoarezed nesañ. Gwir eo e sellomp aesoc’h hag aliesoc’h ouzh Kembre. Bev ar yezh du-hont. Aes a-walc’h tapout tammoù kembraeg en ur gevredigezh ma c’haller c’hoazh kembraegañ e-mesk an dud.

Met Kernev-Veur eo ar vro dostañ dimp e pep keñver. N’eo ket ar c’herneveureg pempvet rannyezh ar brezhoneg. Diskouezet eo bet splann gant Ken George. Ar yezh predenek tostañ dimp ez eo avat ha diarvar eo kement-se.

Trawalc’h e vefe kement-se evit ma vefe gwir genlabour etre Breizhiz ha Kerneveuriz evit lakaat tostaat an div yezh predenek. Ha pelloc’h c’hoazh, perak chom hep hunvreal? Lakaat an teir yezh predenek da dostaat en-dro, war dachenn an ezhommoù nevez? En hon dalc’h emañ kement-se, penn-da-benn. Ober a reomp bremañ, ken aes ha tra, gant ar ger “kleweled”. Piv a oar ez eo ar ger kembraek clyweled? N’eus forzh, graet en deus e dreuz. Peogwir e oa da vezañ evel-se. Adkavout a reer ar memes ger e kerneveureg evit an anv-gwan klywwelyek. Ur skouer hag a vefe brav heuliañ en dazont, pa gaver ar memes gwriziennoù en teir yezh. Pep hini eus an teir yezh predenek he deus traoù da reiñ d’an div all.

TaolennPajennoù PDF

Ar brizonidi bolitikel balestinat
Ouzhpenn 700000 Palestinad zo bet toullbac’het gant Israeliz abaoe 1967.

C'hoarzhin glas
Ar BlueCar, karr-tredan an embregerezh Bolloré, na vo ket savet e Breizh.

Ne sentin ket
An Amerikan Henry David Thoreau, tad an disentiñ keodedel.

Teuliad ar miz: Kernev-Veur: ur vro hag ur yezh oc’h adsevel?

Festival Occitània
Pemzekvet Festival Occitània a oa bet aozet e Tolosa nevez zo.

Distro an Hobbit war ar skrammoù bras
E miz Kerzu e vo bannet war ar skrammoù bras trede film An Hobbit.

David Le Yaouang, Breizh ha du
Pennad-kaoz gant ar skrivagner David Le Yaouang, tik gant istor Iwerzhon.

Embann
Un dornad levrioù bet kaset da skipailh Bremañ.

ConsoBreizh
Ur bajennad titouriñ hag alioù fur evit ar pemdez, gant ConsoBreizh.

Tan an Noz
A-benn ar Sadorn 22 a viz Du e vo abadenn vras Yaouank 2014.

 

Prev Next