Bremañ - Niv. 425

Bremañ - Niv. 425

Asturiez, ur vro nesoc’h eget na soñjer

Evit an niverenn-mañ adarre en deus graet e seizh gwellañ skipailh Skol an Emsav evit klask adtapout war an dale embann. Gourc’hemennoù a roomp d’an holl genskriverien, ar re a gemer perzh a-bell zo kement hag ar re nevez.

En niv. 424 e oa bet embannet ur pennad gant an Asturian Xuan Porta diwar-benn ar stourm evit an asturianeg o c’hounit tachenn er mare-mañ. Diwar ar pennad-se e oa bet soñjet gant skipailh Bremañ e vefe un digarez a-feson da sellet ouzh ar vro-se a-dostoc’h, etre Galiza hag Euskadi, dezhi liammoù istorel kozh-tre gant Breizh-Veur ha Breizh vihan, ha dianav d’an darn vrasañ ac’hanomp koulskoude. Tri zaol-lagad a vo kavet en teuliadig. Unan etrezek an diazezoù sevenadurel gwelet alies evel ar re voutin gant ar sevenadurioù graet “kelt” anezhe. Un darn eus an diazezoù-se a gaver roud anezhe en Istor zoken, gant un eskopti breton eno. War-zu an Istor ez a an eil taol-lagad, kalz tostoc’h dimp avat, gant an dispac’h asturian e miz Here 1034 ha Kuzul Emveliek Asturiez ha León e 1937. Darvoudoù politikel hag a ziskouez splann emskiant broadel ur bobl, nesoc’h dimp eget na c’heller soñjal da gentañ. An trede taol-lagad a adstag gant danvez pennad Xuan Porta : komzoù ha prederiadennoù Xuan Xosé Sánchez Vicente, ur “Yann mil stourm” dioutañ e-unan, skrivagner, politikour ha muioc’h c’hoazh. Lennadenn vat deoc’h !

skipailh Bremañ

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Testeni
Gerig ar skipailh ha “N’eus netra skianteloc’h !”

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù liesseurt bet kaset d’ar gelaouenn.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Pempvet remzi ar pell­gomzerioù hezoug zo war staliañ.

Anavezout ar bed
Arc’hantus e c’hell bezañ furchal er peñseoù.

Broioù & pobloù
Bosnia-ha-Herzegovina, disrannet e meur a geñver.

Breizh

Bremañ e Breizh
Ha distro e vefe ar bleizi er vro ?

Bevañ e Breizh
Ur gazetenn nevez zo er vro : Le Journal de la Bretagne.

Bevañ e brezhoneg
Pemzek vloaz e oa bet un dael e-keñver an advouezhiañ.

 

Teuliad : Asturiez : bro nes, kendirvi bell

Ijin ur bobl
Un taol-lagad war berzhioù “keltiek” sevenadur Asturiez.

Eskopti Bretoned Galiza hag Asturiez
Mil pemp kant vloaz zo, un eskopti Bretoned...

Emsavadegoù ur vro disuj
An dispac’h asturian a oa bet e miz Here 1934.

Xuan Xosé Sánchez Vicente, emsaver pennek
Pennad-kaoz gant un emsaver evit an asturianeg.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Un dibab levrioù ha pladennoù bet kaset da Vremañ.

Sportoù & yec’hed
Anvioù kigennoù ar c’hof hag o labour.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Lazagn vejetarian ha katevenn batatez dous.

 

Prev Next