Bremañ - Niv. 426

Bremañ - Niv. 426

Kollapsologiezh : empennañ marv hor sevenadurezh

Pechañs ho peus klevet kaoz eus al luskad preder a reer collapsologie anezhañ e galleg. En em ledet eo an termen-se dre tamm-ha-tamm, dre levrioù, dre internet, ha kaoz a vez eus se er mediaoù bras bremañ, gant un heklev brasoc’h-brasañ er boblañs. Berzh-bras en deus graet al levr Comment tout peut s’effondrer (Seuil, 2015), savet gant Pablo Servigne ha Raphaël Stevens, gant ouzhpenn 45 000 skouerenn gwerzhet, da skouer. Daoust m’eo nevezik a-walc’h birvilh ar gollapsologiezh ez eo bet hadet pell zo ar mennozhioù a vag ar prederiadennoù-se. Danvez an niverenn-mañ eo, “gwrizioù” ar gollapsologiezh, ha da gentañ-penn ar studi gourc’hemennet gant Klub Roma embannet e 1972. Dre ma kresk an niver a dud tizhet gant ar mennozhioù-se (kaoz a vez muioc’h-mui eus “anken ekologel” e-keñver yec’hed spered) e teu ivez digompren, disfiz hag enebiezh, ar pezh n’eo ket ur souezh. Empennañ finvez hor sevenadurezh evel m’emañ, avat, zo deuet anatoc’h dre ar mennozh n’eo ket hep bevenn hor planedenn. Kompren ha degemer e c’hell hor sevenadurezh en em zistruj (hag e c’hellomp mervel evel spesad) dindan reolennoù dibleg ar bed a vevomp ennañ a c’hellfe bezañ, hervez tud evel Pablo Servigne, un doare da dremen eus ur sevenadurezh “krennoad” d’ur sevenadurezh en “oad gour”. Empennañ ar gwashañ amzer-da-zont a c’hell bezañ un doare da dremen hebiou anezhañ ha mont gant un hent furoc’h. Penaos magañ seurt preder, sevel goulennoù direnkus, ma n’eo ket dre ar faltazi ? Skrivagnerien ha filmaozerien o deus pledet gant ar mennozh-se abaoe pell zo, sed aze danvez eil lodenn an teuliad. Diawelout hor finvez, kuites da finvezañ diaviz ?

skipailh Bremañ

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Testeni
Gerig ar skipailh ha “N’eus netra skianteloc’h !”

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù liesseurt bet kaset d’ar gelaouenn.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Korfoù yaked en HImalaya, Europa hag ar Mercosur.

Anavezout ar bed
A-vil-bell eo bet broudet an dud da dreizhañ ar morioù.

Anavezout ar bed
Ar brotestantiezh e Breizh er 16vet ha 17vet kantved.

Broioù & pobloù
Nicolaas Zannekin, un haroz flandrezat.

Breizh

Bremañ e Breizh
Lidet e oa bet 30 vloaz La foire aux croûtes e Brest.

Bremañ e Breizh
Un diplom evit ar stummañ war ar brezhoneg.

Bevañ e Breizh
Ur poltred prim eus kumun Melione

Bevañ e brezhoneg
Penaos sevel ur meziant emdroer niveroù e brezhoneg ?

 

Teuliad : Kollaspologiezh, fin d'ar pardon

Gwrizioù ar gollapsologiezh
Tri levr e diazez ar preder war ar gollapsologiezh.

E riskl da gouezhañ : ur stivell a faltazi
Maget e vez hor faltazi gant finvez hor sevenadurezh.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Un amzer nevez evit al lennegezh dre gomz ?

Sportoù & yec’hed
Ar seurf, ouzhpenn ur sport, un doare bevañ.

Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.

Boued
Daou rekipe gant hedlenan, louzoù hag a gaver stank.

 

Prev Next