Bremañ - Niv. 396

Bremañ - Niv. 396

Bed ar plant Ur bed da zizoleiñ e chom bed ar plant. Da zizoleiñ pe da addizoleiñ e gwirionez, alies-mat. Ret eo da gentañ adkavout ar seurtoù plant a veze gounezet gwechall hag a oa diouzh hor bro da vat evel ar gwinizh-du pe ar yell. Deskiñ tennañ hor mad eus ar pezh a oa deuet betek ennomp gant ar rummadoù kent.

Diwar ar sichenn-se e c’hallimp mont war-raok. Kompren ar plant a ranker ober. Sellet outo evel ouzh boudoù bev hag a zo pell a vezañ boudoù gouzañvat hepken.

Ha digeriñ hentoù nevez. An aeroponiezh zo unan anezho. Lakaat kreskiñ plant ha legumaj e kêr a c’heller hag a rankimp ober. Ret e vo mont war an tu-se. Ha kavout doareoù all da vagañ an dud. Ha klevet hoc’h eus komz eus ar spirulin? Sed aze sianobakteri hag a c’hallfe en em gavout aliesoc’h-aliesañ en hon asiedoù en dazont.

Un tamm eus ar cheñchamant kevredigezh zo da gas da benn e Breizh zo aze : tremen eus ar sevel chatal askoridik d’ar produiñ boued nevezus. Peadra hon eus e Breizh evit bezañ evit an dae-se.

TaolennPajennoù PDF

Traoù gwelet ha klevet en Ukraina
Un testeni eus Ukraina.

Skos: gortoz a raio an dizalc'hiezh
Skos, n’eo ket en dro-mañ e vo dizalc’h ar vro.

Ur c'hroashent istorel evit ar Gurded
Kurdistan, kompren eo stag hon dazont ouzh hini ar Gurded.

Teuliad ar miz: Plant, etre dec’h ha warc’hoazh

Nikola Tesla: an den tredan
Cheñch ar bed a felle dezhañ ober.

Goudemodernelezh an tremened
Goudemodernelezh, emit-hu?

Entan ar bobl!
Trede pladenn hor strollad punk-rock brudetañ.

Embann
Un nebeud barnadennoù diwar-benn levrioù nevez deuet er-maez.

ConsoBreizh
Ur bajennad titouriñ hag alioù fur evit ar pemdez, gant ConsoBreizh.

Nevezamzer ar broadoù distad?
Yes Scotland ha Saloñs Karaez.

Prev Next